Hyacinthoides non-scripta
Neuz
Hyacinthoides non-scripta, hag a vez graet "bokidi-koukou", "pav-bran", "pour-bran", "roz-koukou" pe "kilked-broen", e-touez anvioù all, anezho e brezhoneg, zo ur spesad plant eus kerentiad an Hyacinthaceae hag a gaver en Europa (Breizh-Veur, hanternoz ar Frañs, Izelvroioù...). Bleuñviñ a reont e miz Ebrel ha miz Mae, bleuñv glas boemus dezho. Gwarezet int e meur a vro.
E kembraeg ivez ez eo liammet anv ar plant gant hini ar goukoug evel m’en diskouez o anv “Clychau’r gôg” (kleier ar gougoug).