Hirc'hareg
An hirc'hareged zo evned a vev e-kichen an dour hag o deus pavioù hir. Gallout a reont mont en dourioù bas er gwernioù pe war vord ar mor. An darn vrasañ anezhe zo evned tremeniat. Ar sourouc'haned, ar Skaseged, ar C'hwiboned, ar garaned, ar c'herc'heized hag ar morlividi zo hirc'hareged. N'eo ket un takson mat ken. Implijet e vez ar ger-se el levrioù kozh peotramant da zeskrivañ evned dezhe pavioù hir met n'int ket kar an eil re ouzh ar re all abalamour da se.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kozh eo ar rummad-se rak anadiñ a reas e galleg er Bulletin des sciences de la Société philomatique de Paris en 1799.
Carl von Linné, e c'hwec'hvet embannadur Systema Naturæ aziazezas e rummatadur eus an evned war stumm o figos ha ar pavioù. Termeniñ a ra ar Grallae, unan eus ar 6 strollad laboused. Ar strolladoù all zo an Accipitres da lâret eo al laboused preizh, ar Picidae er ster ledan, an Anseres - strollad al laboused tost d'ar gwazi ha d'an houidi - ar Gallinae - spesadoù tost d'ar fazaned ha d'ar yer -, hag ar Passeres. Grallae a dalvez « skasoù » e latin[1].