Herve Nedeleg
Neuz
(Adkaset eus Hervé de Nédéllec)
Herve Nedeleg[1] (ganet e-tro 1260 en Eskopti Treger - marvet d'ar 7 a viz Eost 1323 e Narbona), Hervæus Natalis e latin, ha lesanvet «de Brito» (ar Breton), a oa ur beleg ha teologour en Urzh an Dominikaned ha mestr bras an urzh e teuas da vout e 1318, hag e chomas betek e varv. Kas a reas da benn prosez santeladur Tomaz Akin (Tommaso d'Aquino).
Skrivet en deus Displegoù war lavaroù Pedro Lombardo ha Defensio doctrinae fratris Thomae. Kelenner e oa e skol-veur Pariz. Troet e oa gant kelennadurezh Tomaz Akin hag enebiñ a reas ouzh Herri Gent ha Guillaume Durand de Saint-Pourçain. Skrivet eo bet gantañ ivez Summa Totius Logicæ a oa bet lakaet war gont Tomaz Akin da gentañ.