Gwrizienn garrez
Neuz
gwrizienn garrez
Gwrizienn garrez pe daouvonad (pe bon daou) un niver gwerc'hel muiel x zo un niver muiel ma vez ar c'hehed anezhañ par da x. E notañ a reer pe x½.
Ur paliked pri eus ar 48vet kantved kent J.K. a ziskouez e anaveze ar Vabilonian daouvonad daou hag un treol a jedadur.
Pep niver gwerc'hel x muiel en deus un daouvonad a zo un niver gwerc'hel. Daouvonad un niver kevan n zo pe ur c'hevan, pe un niver anfeurek, eleze ne c'hell ket bout dezgeriet dre ur rann. Seblantout a ra e va √2 an niver anfeurek kentañ anavezet.
En azginivelezh, jedoniourion zo bet kaset da zespizañ daouvonad un niver leiel, ar pezh a gasas da savidigezh an niveroù kemplezh. An daouvonadur a oa ar pempet bonadur, desellet eo ivez evel ur rann.