Mont d’an endalc’had

Delfin Risso

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Grampus griseus)
Delfin Risso


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Cetacea
Isurzhad : Odontoceti
Kerentiad : Delphinidae
Genad : Grampus
Anv skiantel
Grampus griseus
Cuvier, 1812
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Delfin Risso (Grampus griseus) eo ar spesad beg-hir nemetañ er genad Grampus. Aes a-walc'h eo da anavezout abalamour d'ar roudoù gwenn war e gein ha d'e benn hep beg astennet evel ma vez gant an darn vrasañ eus ar begoù-hir. Tro 3 pe 4 metrad eo ur wech erruet d'an oad gour.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delfin Risso a voe diskrivet da gentañ penn gant Georges Cuvier e 1812. Anv ar spesad a zeu eus anv an aotrou Risso hag a ziskrivas al loen da Guvier, hag azalek an diskrivadenn-se e reas Cuvier e ziskrivadenn gentañ.

Moarvat e teu anv skiantel ar genad eus al latin grandis piscis pe eus ar galleg grand poisson. An termen griseus a zeu eus ar roudoù gris (lodennoù n'int ket bet kignet) war korf ar beg-hir.

Peurvuiañ eo 3 m an delfin, hogen muzuliet ez eus bet hiniennoù tro 3,8 metrad. Evel an darn vrasañ eus ar begoù-hir ez eo brasoc'h ar pared eget ar parezed. O mas a zo tro 300 kg, hag evit an hiniennoù ponnerañ e c'hell tizhout 500 kg.

Tiriad delfin Risso