Janed Iañ Naplez
Janed Iañ Naplez, Giovanna di Napoli en italianeg (Naplez, war-dro 1326 – Muro Lucano, 1382), lesqnvetl "ar rouanez Janed", a voe rouanez Naplez, rouanez Jeruzalem ha Sikilia (1343-1381), priñsez Acaia (1373/75-1381), kontez Provañs ha Forcauquier. Muntret e voe war urzh he c'henderv Charles de Duras.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Garlo, dug Calabria, ha da Marie de Valois (1311-1341). He zad a oa mab henañ ar roue Roberto d'Angiò; he mamm a oa merc'h da Charles de Valois ha Mahaut de Châtillon-St-Pol, ha hanterc'hoar d'ar roue gall Fulup VI (Bro-C'hall). Ur c'hoar he doa Janed : Maria Calabria.
Ren a reas Janed hervez he gwir dezhi.
Ne oa ket daou vloaz c'hoazh pa varvas he zad e miz Du 1328. He zad-kozh, ar roue Roberto, en devoa kollet e eil mab Luigi dija e 1310. Diaes an traoù evit kaout ur pennhêr. Prest e oa an nized da lammat war ar rouantelezh. Neuze e tibabas Roberto e verc'h-vihan da ren war e lerc'h. Mervel a reas he mamm, Marie de Valois, e miz Here 1331, pa oa o pirc'hirinañ. Fellout a reas da Roberto dimeziñ Janed vihan, ha hi 8 vloaz, d'ur c'henderv a-bell, Andrev Hungaria. Lidet e voe an eured e Naplez d'ar 26 a viz Gwengolo 1333 : ken kozh hag e bried e oa Andrev.
Mervel a reas ar roue Roberto d'an 20 a viz Genver 1343
Euredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peder gwech e timezas.
- en 1333 da Andrev Hungaria,
- en 1346 da Luigi di Tarenta (1320 † 1362),
- en 1363 da Jaume IV Mayorca (1336 † 1375),
- en 1376 da Othon de Braunschweig (1320 † 1399).
War he lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude he marv e renas Loeiz Iañ Anjev, breur d'ar roue gall Charlez V, a oa bet advabet ganti.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pennad diwar he fenn zo el levr De mulieribus claris gant Boccaccio.