Garili
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Kevrennad : | Maxillopoda | ||
Urzhad : | Pedunculata | ||
Kerentiad : | Lepadidae | ||
Genad : | Lepas | ||
Anv skiantel | |||
Lepas anatifera Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar garili (Lepas anatifera) a zo ur c'hresteneg mor.
Plat ha tric'hornek eo e grogenn hag a zo war-dro 5 cm he hirder. Pemp plakenn glas-gwenn, ur roudenn orañjez war o bord, a ya d'ober anezhi.
N'eo ket kloz ar plakennoù-se war lodenn uhelañ korf ar garili ha dre an toull-se e tispak neudennouigoù a dap krog er plankton.
Un troad moan ha du a ya d'ober lodenn izelañ e gorf ha gantañ e stag al loen ouzh un diaz bennak (tamm koad, reier, boutailhoù plastik...). Pa zispak an troad e c'hell bezañ betek 70 cm e hirder.
Bevañ a ra er morioù klouar pe domm.
Droukvesket e vez a-wechoù gant ar vortepezenn.