Mont d’an endalc’had

Gandaeg

Eus Wikipedia

Ar gandaeg (gandaeg luganda) a zo ur yezh vantouek komzet dreist-holl e rannvro Bouganda en Ouganda gant ouzhpenn 3 milion a dud. Ouzhpenn-se e vez komzet gant 100.000 den all evel eil yezh. Saozneg eo yezh ofisiel Ouganda, met ar gandaeg eo an eil yezh muiañ komzet war e lerc'h ha kelennet e vez e skolioù kentañ-derez zo.

Evel en holl yezhoù bantouek e vez renket an anvioù-kadarn e klasoù hag implijet e vez rakgerioù a ziskouez e peseurt klas e rank bezañ renket ar ger-mañ-'r-ger, da skouer :

  • mu - den (unander); muganda = un den eus Ganda (ur gandaad)
  • bu - bro; buganda = bro ar C'handaed (Bro-C'handa)
  • lu - yezh; luganda = yezh ar C'handaed (gandaeg)

Setu perak eo gwelloc'h ober gant gandaeg e brezhoneg diwar ar ger gandaeg luganda eget ober gant ar ger lougandeg da skouer.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]