Lur Aljeria
Neuz
(Adkaset eus Franc Aljeria)
Al lur a voe moneiz ofisiel Aljeria etre 1848 ha 1964. An hevelep talvoudegezh hag al lur gall en-doa hag e 1960 e voe kemmet hemañ evel e bro-C'hall. Goude 1861 e voulas Bank Aljeria ha Bank Aljeria ha Tunisia bilhedoù ispisial evit Aljeria. Pezhioù aljeriat ispisial a 20, 50 ha 100 lur a voe kognet etre 1949 ha 1956 met ar peurliesañ e raed gant an hevelep pezhioù en Aljeria hag e bro-C'hall.
E 1964 e voe erlec'hiet gant an dinar.