Fonem efelkistikel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fonemenn efelkistikel)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen fonem efelkistikel (diwar ar henc'hresianeg: ἐφελκυστικός, "sachet da heul"; gall.: phonème éphelcystique) evit komz eus ur fonem, peurliesañ ur gensonenn staget ouzh diwezh ur morfem pe ur ger (s.o. paragoge) evit abegoù o tennañ d'an eufoniezh, dreist-holl evit mont e-bioù d'un hiatus, da skouer:

galleg:
donne + ildonne-t-il ("reiñ a ra eñ")
va + yvas-y ("mont di"; "gra 'ta")
henc'hresianeg:
λέγουσιν ἄγγελοι τἀληθῆ ("ar gannaded a lâr ar wirionez")

Disheñvel eo diouzh an ereadurezh ("liaison") implijet gant ar galleg hag a implij sonennoù e liveoù don ar fonologiezh pe c'hoazh sonennoù etimologel o orin keit ha n'eo ket etimologel ar fonemenn efelkistikel.

Tennañ a ra ar fonem efelkistikel da reolennoù sandhi pep yezh.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]