Fernsehturm Berlin
Appearance
Fernsehturm Berlin a zo un tour a oa implijet evit skignañ abadennoù skinwel. Ur ger alamanek eo Fernsehturm, a dalvez da aroueziñ kement tour a skign skinoù sinwel pe re skingomz. Hiziv an deiz ez eus warnañ skingaserioù FM ha TNT.
Savet eo bet etre ar 4 a viz Eost 1965 hag an 3 a viz Here 1969, diwar tresoù ar savour anvet Hermann Henselmann. Savadur uhelañ Berlin eo (368 m), hag un arouez eus Berlin ar Reter ivez. War Alexanderplatz emañ. An doenn anezhañ a zo da 250 m uhelder, an estaj diwezhañ da 210 m uhelder. Teir fignerez a zo. E penn an tour ez eus ur preti gwel meur, hag a dro warnañ e-unan.
Liammoù diavaez
[edit | edit source]- (en) Fernsehturm Berlin war lec’hienn Skyscraperpage
- (en) Fernsehturm Berlin war lec’hienn Emporis
- Sell dre loarell war WikiMapia
- Fichenn war lec’hienn StructuraE
-
Sferenn ar Fernsehturm kinklet da vare Kib mell-droad ar bed 2006
-
Sell eus an diabarzh, 2007
-
Sell eus an traoñ
-
Fernsehturm Berlin e-pad Gouel ar Gouleier 2007
-
Fernsehturm Berlin e miz Genver 2008