Ferdinando Iañ Parma
Ferdinando Iañ Parma, pe Ferdinando Maria Filippo Lodovico Sebastiano Francesco Giacomo, ganet d'an 18 a viz Gouhere 1751 ha marvet d'an 9 a viz Here 1802, a oa dug Parma, Piacenza ha Guastalla (1765-1802)
E vugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Filippo Iañ Parma ha da Elesbed Bro-C'hall (1727-1759), merc'h d'ar roue gall Loeiz XV. En 1757 ez eas kuit e vamm en-dro da lez Bro-C'hall war zigarez klask dimezioù mat d'he bugale: ar verc'h henañ d'an danvez impalaer, an eil merc'h da dug Bourgogn, ha klask sachañ gounidoù politikel all war ar marc'had. Daou vloaz goude e varvas eno, e 1759. Savet e voe gant e c'hoar henañ Isabella, ur goantenn speredek anezhi met kuitaat a reas an dugelezh en 1760 da zimeziñ d'an danvez-impalaer Joseph II an Impalaeriezh Santel, ha mervel a reas e Wien diwar hec'h eil gwilioud en 1763, o leuskel gwaz ha breur er brasañ glac'har.
E eil c'hoar, Luisa Maria Teresa Anna (1751–1819), ne zimezas ket da zug Bourgogn, a varvas en 1761. Met en 1765 ec'h euredas d'he c'henderv, priñs Asturiez ha danvez Roue Spagn evel Carlos IV (1748-1819). Er bloaz-se end-eeun e varvas o zad, an dug Filippo Iañ Parma, ha setu Ferdinando dug da 14 vloaz.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 1769 da Maria Amalia Aostria, c'hoar-gaer d'e c'hoar henañ, hag eizhvet bugel an impalaerez santel, Maria Theresia; seizh bugel o doe.
- Carolina Maria Teresa Giuseppa (1770 - 1804);
- Luigi Francesco Filiberto ( 1773 - 1803), Roue Etruria pa blegas da reiñ Parma da Bro-C'hall;
- Maria Antonia Giuseppa Walburga Anna Luisa Vicenza Margherita Caterina di Parma (1774 - 1841);
- Carlotta di Parma (1777 - 1813), ac'h eas da leanez e 1797;
- Filippo di Parma (22 Mae 1783 - 2 Gouhere 1786); marvet da dri bloaz
- Antonietta Luisa di Parma (21 Here 1784);
- Luisa Maria di Parma (17 Ebrel 1787 - 22 Du 1789), marvet da zaou vloaz.