Mont d’an endalc’had

Félix Vallotton

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Félix Valloton)
Emboltred (1891)

Félix Valloton, ganet d'an 28 a viz Kerzu 1865 e Lausanne ha marvet d'an 29 a viz Kerzu 1925 e Pariz, zo ul livour gall ha suis.

Mab oa d’un industriour er chokolad, kresket en ur familh protestant. Ul livour a lâker e rummad gant ar bostimpresionourien, ha troet goude war-zu an nabised. Gant 1704 livadur, 200 koadengravadur, tri roman skrivet La vie meurtrière (1905) ha Corbehaut (1920), meur a bez-c’hoariva hag un torkad danevelloù.  

Ganet e Suiss hag aet da 17 vloaz da Bariz, d’ober karierenn el livadurioù. Brudet en estrenvro gant e c’hoadengravadur, hag evit e skeudennadurioù graet e gwenn ha du. Perzh a gemere er saloñsoù ma veze diskouezet e livadurioù, aozet dre dodennoù. Desket en doa livañ en akademiezh Julian gant Gustave Boulanger ha Jules-Joseph Lefebvre. Evit pezh a sell e zoare livañ e klaskas tennañ ouzh Gustave Courbet hag Edouard Manet, lakaat a rae pouez war an trolinennañ, hag ar c’hinkladurioù.

Kejañ a reas e 1889 gant Helene Chatenay, lezanvet « An Hini Vihan »  ur vicherourez a oa aet da batrom evitañ, a zaremprede betek 1910. Hogen dimeziñ a reas gant Gabrielle Bernheim e 1899, merc’h d’ur werzer taolennoù, spletus evitañ neuze. E 1900 e voe tapet gantañ ar vroadelouriezh gall. Evit bezañ deuet mat en e familh bourc’hizien nevez e oa gwelloc’h evitañ dilezel an engravadur evit al livadur.

Livañ a rae darvoudoù diabarzh, dodennoù klaseloc’h, dremmvroioù, tud en noaz, poltredoù, an natur marv gant un doare dezhañ e-unan, disheñvel diouzh stil al luskadoù kempred a rene. Un arzour realour oa eta. Empleget e oa an darvoudoù a daolenne gant ur fent du, gant mousfent da lakaat an nen da skrignal. E ziskouezadeg personnel kentañ a voe e Zurik e 1909. Ur gwir marc’hlabour e oa eta eus  Félix Vallotton, a-zevri e-barzh kement tra a embrege.


Lavaret en dije « Ar vuhez zo ‘vel moged, difretañ a reer, stagañ a reer ouzh tasmantoù o plegañ dindan an dorn, hag aze emañ ar marv eta »

Skrivet e en doa Octave Mirbeau ur raklavar war e-zivoud en ur c’hatalog:

« N’eo tamm ebet un ideologour, er ster fall a roer d’ar ger-mañ, ha n’emañ ket o tisec’hañ o ene o rambreal teoriennoù gwall deuc’h, dre vras eo-se veñjañs an dud gwan o spered, ar fougeerien hag ar re sot.

Evel ar re o deus bet gwelet kalz, lennet kalz, ha soñjet kalz, un hollwashaour e oa anezhañ. Met an hollwashaour-se, ne oa netra tagus ennañ, n’eus netra tonket da chom negativel. An den-mañ, ne fell ket dezhañ soñjal en emdouellañ er gwashañ, heñvel ouzh tud all hag en emdouell er pozitivellañ, hag e klaske gant feiz vat, e kement tra a wele: ar wirionez.»


Ar bec’hioù sokial (Ar vanifestadeg, An drouklazh, Ar C’harg) koulz ha pilpouserezh ar vuhezegezh zo dodennoù a zeu ingal gantañ en e oberennoù.

Adalek 1894, e yeas war-zu sujedoù muioc’h personel gant kinkladur an arabesk hag e teu puilhoc’h-puilhañ implij an du.

Etre 1891 ha 1901, e krouas Félix Vallotton ouzhpenn ugent engravadur war koad hag un hanterkant bennak a vaendresadenn.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.