Eleonora Gonzaga (1598-1655)
Neuz
(Adkaset eus Eleonora Gonzaga (1598–1655))
- Ur pennad Eleonora Gonzaga zo ivez.
Eleonora Gonzaga (Mantova 1598–1655 Vienna), a oa merc'h da Vincenzo Iañ Gonzaga & Eleonora de' Medici; dimezet e oa da Ferdinand II, an Impalaer Santel.
C'hoar e oa da Francesco (1586-1612), Dug Mantova, da Ferdinando (1587-1626), kardinal adal 1607, ha dug Mantova ha Monferrato adalek marv e vreur Francesco e 1612, ha da Vincenzo (1594-1627), kardinal adal 1615, dug Mantova ha Monferrato adal 1626 evel Vincenzo II.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe da Ferdinand II an Impalaeriezh Santel. Eil pried Ferdinand e oa. Bugel ebet n'o doe. Bugale all en devoa bet digant e bried kentañ.