Mont d’an endalc’had

Elektron-volt

Eus Wikipedia

Un unanenn muzuliañ energiezh eo an elektron-volt e fizik. Dre dermenadur eo kavatal e dalvoud d'an enegiezh tapet gant un elektron buanaet gant un diferañs potañsiel ur volt. Setu e talv an elektron-volt war-dro 1,602 177 33 x 10-19 joul. Un unanenn er-maez eus ar sistem unanennoù etrebroadel (S.I.) eo, implijet e vez asambles gantañ, met dre arnodiñ e vez kavet he zalvoud.

Graet e vez gant an elektron-volt e fizik ar partikulennoù ha dreist holl gant ar megaelektron-volt hag ar gigaelektron-volt evit ezteurel al liveoù energiezh a gaver er buanaerioù partikulennoù hag er fuzion dermonukleel:

1 MeV = 106 eV
1 GeV = 109 eV

Implij an elektron-volt evit muzuliañ ur mas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar formulenn Einstein E=mc² (1 kg = 90 petajoul) e tezastumer:

1 eV/c² = 1,783 × 10−36 kg