Mont d’an endalc’had

Edmund Burke

Eus Wikipedia
Edmund Burke

Edmund Burke (ganet d’an 12 a viz Genver 1729 - marvet d’an 9 a viz Gouere 1797) a oa ur prederour, politikour ha skrivagner saoz-hag-iwerzhonat. E-pad pell e voe ezel eus Ti ar C’humunioù, er gostezenn Whig. Soñj a zalc’her eus Burke abalamour, dreist-holl, ma savas a-du gant trevadennoù Norzhamerika hag a-enep ar roue George III, a-raok Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet.

Anavezet eo bet ivez gant e skrid diwar-benn an Dispac'h Gall anvet Reflections on the Revolution in France. Gantañ e teuas da vezañ unan eus an dud pouezusañ e-touez mirourien ar gostezenn Whig ; treiñ a reas ar frankizourien saoz a oa a-du gant an Dispac’h Gall, evel Charles James Fox, a-enep dezhañ. Alies e seller ouzh Edmund Burke evel unan eus diazezourien ar virelouriezh e Breizh-Veur.

  • A Vindication of Natural Society: A View of the Miseries and Evils Arising to Mankind (1756)
  • A Philosophical Enquiry into the Origin of Our Ideas of the Sublime and Beautiful (1757)
  • Reflections on the Revolution in France (1790)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.