Dugelezh Sabbioneta
Neuz
Dugelezh Sabbioneta a oa un dugelezh vihan en hanternoz Italia. Klotañ a ra gant kumun Sabbioneta hiriv ; krouet e voe e 1577 ha gouarnet neuze gant Vespasiano Gonzaga.
Stok outi e oa :
- dugelezh Milano er c'hornôg, renet gant ar Spagnoled abaoe 1535 ;
- dugelezh Parma e Piacenza er c'hreisteiz, en tu all d'ar Po, gouarnet gant an tiegezh Farnese ;
- dugelezh Mantova er biz, renet gant an tiegezh Gonzaga.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas trede markiz Mantova, Ludovico III Gonzaga, e 1478, ez eas douar Sabbioneta gant e vab Gianfrancesco. E vab Ludovico a veras Sabbioneta betek e varv e 1540, ha hennezh en laoskas gant e niz Vespasiano, pa oa bet marvet e vab Luigi "Rodomonte" kent-se.
Duged Sabbioneta (1577-1689)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prantad | Dug (ez) | Priedoù |
1577-1591 | Vespasiano Iañ Gonzaga-Colonna (1531-1591) | Diana Folch de Cardona Anna d'Aragona Margherita Gonzaga di Guastalla |
1591-1637 | Isabella Gonzaga (1565-1637) | Luigi Carafa della Stadera dug kenseurt (1584-1630) |
1637-1644 | Anna Carafa della Stadera (hep an titl a zugez) (1607-1644) |
Ramiro Filippo de Guzmàn |
1644-1689 | Nicola María de Guzmán Carafa (1638-1689) | Ne voe pennhêr ebet |