Mont d’an endalc’had

Pardon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dibardon)
Rembrandt - Distro ar mab foran (war-dro 1668)

Ar pardon eo an ober graet gant an den pe gant Doue a lam ar c'hastiz diwar chouk an den en deus graet a youl-gaer ur gwallober bennak.

Ar pardon en e ster lik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Pardon en e ster kristen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Pardon : liderezh katolik e Breizh Unan eus doareoù heverkañ ar speredelezh vrezhon kristen eo ar pardonioù e Breizh. Tra gentañ evit mont d'ar Baradoz eo anzav e bec'hedoù, dre sakramant an adunaniñ. Dont a ra an anv diwar-se : ar Pardon a zo un doare da c'houlenn ar pardon eus e bec'hedoù digant Doue.

Un ober a binijenn ez eo eta. Setu aze perak e aer di war e droad, a-wechoù diouzh a bell. En em gavet war an hent tostik d'ar santual, war an dorgenn ma weler diouti evit ar wech kentañ tour-iliz ar santual, a zo skeudenn ar "Jeruzalem eus an Neñv" da lavarout eo ar Baradoz, penn beaj ar c'hristen war an Douar, ez eus ur groaz, anvet kroaz ar Salud, da lavarout eo ar Silvidigezh a-drugarez da Jezuz-Krist. En em gavet war al lec'h, kentañ tra en deus d'ober ar pirc'hirin eo mont da gofes eta gant ur beleg. Resev a ra neuze ar feizad ar pardon eus e bec'hedoù, pardonet gant e Zoue dre garantez, ha, diliammet, ez eo gouest neuze da respont da garantez Doue ha kemer perzh gant levenez vras hag anaoudegezh vat ouzh laouenidigezh ar brosesion gant ar gouloù, an Oferenn-bred, ar chapeled, ar Gousperoù, Bennozh ar Sakramant.

Er pardonioù e kaver ivez doareoù kehelerezh an Tan (tantadoù), an Dour (mont a reer da soubañ e dour ar feunteun a gaver bepred tost d'ar santual, ur chapel pe un iliz-parrez, a sav da bell, a-raok ar Gristeniezh. Roet eo bet dezho gant hêred an Drouized, beleion vrezhon gentañ an Iliz katolik, a oa kar dezho dre liammoù a familh zoken, a greder (Sant Ildud, Sant Samzun... ) ur ster a glot gant gwirionezioù ar feiz kristen, kentoc'h eget o diskar.

Boaz e vezer da c'houlenn bennozh Doue war ar mor (Santez Anna en Osptital-Kamfroud), ar c'hezeg (Sant Alar), an tanvarc'hoù (Porzh-Karozh)

Ur pred a vez kinniget gant tud ar c'harter goude an Oferenn-bred ha c'hoarioù da heul, rak gouel ar c'harter maz eo chapel ar c'harter an arouez anezhañ ez eo ivez.

Alies-mat, pa vez pardon bras, ez eus termajied e-kichen ar pardon o kinnig a bep seurt c'hoarioù (kirri-tos-tos).