Menezioù Cill Mhantáin

Eus Wikipedia
Log na Coille, e menezioù Cill Mhantáin

Menezioù Cill Mhantáin (Sléibhte Chill Mhantáin en iwerzhoneg, Wicklow Mountains e saozneg) zo un hollad menezioù e gevred Iwerzhon.
En em astenn a reont war lodenn greiz kontelezh Cill Mhantáin ha betek ar c'hontelezhioù a zo tro-dro : Ceatharlach, Loch Garman ha Dulenn. Ar menez uhelañ eo Log na Coille (Lugnaquilla) gant 925 metr uhelder, hag an eil uhelañ eo Mullach Cliabháin (Mullaghcleevaun) gant 847 metr uhelder.

E-kreiz ar venezieg emañ Park Natur Menezioù Cill Mhantáin, savet e 1991, gant un ti-degemer evit ar weladennerien e Gleann Dá Loch (Glendalough), un draoñienn ma'z eus aspadennoù eus ur manati eus ar VIvet kantved.