Battista Malatesta

Eus Wikipedia
Skoed an tiegezh Da Montefeltro

Battista Malatesta, pe Iohanna Baptista Malatesta, anavezet ivez evel Battista di Montefeltro ( Urbino 1384-1448 Foligno) a oa ur varzhez italian eus Urbino, eus an tiegezh Montefeltro.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Antonio II da Montefeltro, kont Urbino, ha da Agnesina dei Prefetti di Vico[1], ha nizez da Federico II da Montefeltro. E 1405 e timezas d'an dug Galeazzo Malatesta, hag ur verc'h o doe, Elisabetta, hag un niz, Costanza da Varano.

He fried Galeazzo a renas e Pesaro, adal 1429 betek 1431, pa voe harluet. Ha hi neuze da repuiñ heptañ da Urbino,ma oa bet savet ha maget.

Relijius kenañ e oa, ha pa intañvezas ez eas da leanez da vanati Sant'Urbano, e Foligno, en urzh Santa Chiara,ma kemeras an anv a Suor Girolama. War urzh ar pab ez eas alese gaznt leanezed arall da vanati Monteluce da gentañ, ha goude da da vanati nevez Urbino, ma voe brudet he madelezh.

De studiis et litteris[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Desket e oa Battista war ar yezhoù hag ar brederouriezh, barzhez ha prezegerez e oa. Kenskrivañ a rae gant lenneien all evel Leonardo Bruni. Ul lizher gant Leonardo Bruni zo bet skrivet da Battista Malatesta de Montefeltro, hag anvet « De studiis et litteris », a oa bet savet en 1424. Ennañ e ra dave Bruni d'ur programm studioù evit ar merc'hed, o resisaat n'eo ket graet an anaoudegezh evit bezañ miret gant ar wazed hag e c'hall ar studioù bezañ graet gant paotred koulz ha gant merc'hed.

Battista a saludas an impalaer Sigismund Luksembourg pa dremenas dre Urbino e 1433 gant ur brezegenn e latin a voe kavet mat a-walc'h, un hanter kantved goude, da vezañ miret war baper.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]