Louzawouriezh : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ceb:Botanika |
D r2.6.2) (Robot ouzhpennet: bo:རྩི་ཤིང་རིག་པ། |
||
Linenn 26: | Linenn 26: | ||
[[be-x-old:Батаніка]] |
[[be-x-old:Батаніка]] |
||
[[bg:Ботаника]] |
[[bg:Ботаника]] |
||
[[bo:རྩི་ཤིང་རིག་པ།]] |
|||
[[bs:Botanika]] |
[[bs:Botanika]] |
||
[[ca:Botànica]] |
[[ca:Botànica]] |
Stumm eus an 6 Mez 2011 da 22:12
Skiant ar plant pe ar struzh eo al louzawouriezh pe botanik (diwar ar gregaj βοτάνη = geotenn, plantenn). Meur a iskelenn e endalc'h ar botanik hag e vezont liammet kreñv gant ar skiantoù all gouestlet da studi ar beveien.
Gant ar botanik hollek e vez studiet an daksinomiezh, da lavaret eo rummatadur ar plant, morfologiezh ar plant, histologiezh ar plant, biogeographiez ar plant ha klenvedouriezh ar plant. Bez' ez eus kelennoù, e-touezo ar gwezouriezh, evit studiañ ur rumm plant hepken.
Dre anaoudegezhioù a zastumer war ar plant e kaver traoù da dalvezout en apotikerezh, e dibaberezh ar plant hag o wellaat, er gounezerezh, el liorzherezh hag er goadegouriezh.
Rummatadur ar plant
Ijinet eo bet rummatadur kentañ ar plant gant an naturour swedat, Carl von Linné (1707-1778), met n'eo ket mui implijet bremañ.