Wikipedia:Pemp politikerezh diazez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 76: Linenn 76:


{{Ront ruz}} '''Divizoù envel'''
{{Ront ruz}} '''Divizoù envel'''
Ret eo diwall mat pa vezer o teskrivañ buhez an dud, dresit-holl tud vev. Ret e vo bezañ skarzhet diouzhtu danvez negativel hep diazez ebet pa sell ouzh tud vev, ken diwar ar pennad pennañ ha war ar bajenn-gaozeal.
<!--
Be very firm about high-quality references, particularly about details of personal lives. Unsourced or poorly sourced negative material about living persons should be removed immediately from both the article and the talk page.-->


{{Ront ruz}} '''[[N'eo ket wikipedia ur geriadur]]'''
{{Ront ruz}} '''[[N'eo ket wikipedia ur geriadur]]'''
Displeget dre an hir er pennad pennañ-mañ (gra klik war al liamm a-us)
<!-- An article should begin with a good definition or a clear description of the topic. Articles that are just dictionary entries belong at Wiktionary.-->


{{Ront ruz}} '''Diverkañ'''
{{Ront ruz}} '''Diverkañ'''
Linenn 90: Linenn 89:
Proposed deletion
Proposed deletion
As a shortcut around AfD for uncontroversial deletions, an article can be proposed for deletion, though once only. If no one contests the proposal within five days, the article may be deleted by an administrator.
As a shortcut around AfD for uncontroversial deletions, an article can be proposed for deletion, though once only. If no one contests the proposal within five days, the article may be deleted by an administrator.
-->
Office actions
The Wikimedia Foundation office reserves the right to speedily delete an article temporarily in cases of exceptional controversy.-->


{{Ront ruz}} '''Didiverkañ'''
{{Ront ruz}} '''Didiverkañ'''

Stumm eus an 28 Du 2006 da 20:05



Politikerezh ofisiel


Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg.
Pedet eo an holl implijerion/implijerezed da zoujañ dezhi.


Ar pemp politikerezh diazez


Digoradur

Isrannet e c'hell bezañ ar politikerzhioù evel-hen dre vras:

Emdalc'h: Labourat atav en un doare ma c'hell an holl implijerion/ezed labourat en un aergelc'h plijus
 
Dalc'hadoù, danvezioù-skrid ha stil: Sklaeraat peseurt danvezioù a vo degemeret mat war ar wikipedia (ha pere ket), sklaeraat reolennoù envel, rummata, perzhioù-mat, h.a.
 
Galloudoù-evezhiañ ispisial : resisaat peseurt galloudoù ispisial o do an implijerion/ezed aotreet evit lakaat da dalvezout ar politikerzhioù, pennaennoù, divizoù a-strol, h.a.
 
Diverkañ: sklaeraat e peseurt degouezhioù e rank bezañ diverket pennadoù pe rummadoù resis
 
Difraeoù lezennel ha giwrioù-aozer/ez: resisaat peseurt danvezioù n'hall ket bezañ implijet evit abegoù lezennel ha penaos ober war o zro

Diorroadur

Setu roll eeunaet ar politikerezhioù/erbedennoù fetis diorroet diwar ar pemp politikerezh diazez-mañ:


+ Onestiz Keit ha ma ne vo ket bet dizkouezet ar c'hontrol e rank pep hini krediñ ec'h eo onest an holl implijerion/ez all hag a fell dezhe labourat evit mad ar raktres.


+ Robotoù Degemeret mat e vez goulevioù hag a adalvez da vremanaat pajennoù ez-automatel met kinniget e rankont bezañ da gentañ a-raok o lakaat e pleustr ha rankout a ra an dud ma oant bet krouet ganti diwall ra ne rafont tamm droug ebet ur wezh bet lañset war ar raktres.


+ Sevended Diaezet e teu da vezañ labourat gant tud diseven. Klask lakaat tud all da chom hep bezañ diseven ha dreist-holl klask bezañ seven atav da-unan. Klask sikour digant ar verourion pa sav kudennoù.


+ Politikerezh embann Klask gwellaat da bajennoù ha pajennoù bet savet gant tud all hep aon da leuskel anezhe disi. Klask chom hep diverkañ danvezioù er pennad-mañ'r-pennad seul wezh ma c'hallez.


+ Treiñ kein d'an holl reolennoù Bez' e c'heller treiñ kein da bep reolenn, politikerezh, erbedenn h.a. (estreget ar pemp pennreolenn) ma viront ouzh an implijerion/ezed gwellaat ar raktres hag e gas war-raok.


+ Gourdrouzoù lezennel Ret eo klask dont a-benn da dizhout un emglev evit diskoulmañ kudennoù kentoc'h evit gourdrouzoù lezennel. Ret eo mont e darempred gant ur merour diouzhtu mar kav deoc'h eo bet duet da vrud (gwallvrudañ) pe gwallet gwirioù-aozer/ez.


+ Tagadennoù personel Arabat tagañ tud ez-personel e mod ebet. Ret eo ober an diforc'h etre kritikañ ar pezh a vez skrivet gant an dud er pennadoù bet savet pe kemmet gante ha tagañ an dud o-unan.


+ Piv 'zo perc'henn war ar pennadoù Pa vez labouret war ar raktres-mañ e talvez bezañ a-du leuskel tud all da dont da gemmañ al labour bet savet ganit. O gwir an hini eo kemmañ pennadoù bet boulc'het ganit ha da wir an hini eo ivez gallout kemmañ o re.


+ Margodenniñ Arabat implijout meur a gont evit lakaat an implijerion/ezed all da grediñ e sav muioc'h a dud a-du pe a-enep d'ur sujed bennak, nag evit lakaat an dud da grediñ out implijerion/ezed disheñvel evit kas da-benn palioù resis pe evit ober troioù-kamm nag evit mont e-bioù d'ur gont-implijer/ez stanket. Arabat ivez pediñ ouzh da gamaladed/ezed krouiñ kontoù a-ratozh-kaer evit sevel a-du ganit pe evit difenn ur sav-poent reis bennak.


+ Reolenn an tri embann renk-ouzh-renk Arabat kemmañ-adkemmañ an hevelep pennad (en e bezh pe tammoù anezhañ) ouzhpenn teir gwezh renk-ouzh-renk dindan 24 eurvezh, a-hendall e c'hellfe bezañ stanket da gont gant unan eus ar verourion, dreist-holl pa vez un tabut diwar-benn ar pennad-se. Kae war ar bajenn gaozeal evit reiñ da soñj ha klask tizhout un emglev kentoc'h evit stagañ gant ur brezel-embann.


+ Vandalerezh Vandalerezh eo ouzhpennañ, kemmañ ha/pe diverkañ danvezioù -ratozh -kaer evit lakaat ar raktres da vont a-dreuz, da skouer goullonderiñ pennadoù en o fezh hep displegañ perak, ouzhpennañ bruderezh, sevel pennadoù didalvoud, sevel pennadoù e yezhoù all estreget ar brezhoneg... Skarzhet e vo seurt pennadoù diouzhtu ha stanket an implijer/ez kiriek dezhe.


+ Enklaskoù dibar Ne ranker ket implijour pennadoù ar wikipedia evit brudañ ha/pe dielfennañ damkaniezhioù, titour, arguzennoù ha kealoù diembann. Mat eo neuze disklêriañ o mammennoù.


+ Neptuegezh Ret eo klask sevel pennadoù neptu atav, da lâret eo klask bezañ kempouez hep reiñ muic'h a bouez d'ur sav-poent evit d'ur sav-poent all, dresit-holl pa sav tabut diwar-benn ur pennad resis. (Gwelit ivez: Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu)


+ Divizoù envel Ret eo diwall mat pa vezer o teskrivañ buhez an dud, dresit-holl tud vev. Ret e vo bezañ skarzhet diouzhtu danvez negativel hep diazez ebet pa sell ouzh tud vev, ken diwar ar pennad pennañ ha war ar bajenn-gaozeal.


+ N'eo ket wikipedia ur geriadur Displeget dre an hir er pennad pennañ-mañ (gra klik war al liamm a-us)


+ Diverkañ


+ Didiverkañ Pep merour/ez a c'hell didiverakañ pennadoù. Bez' e c'hell an holl implijerion/ezed all mont e darempred gant ur merour pe ur verourez ha goulenn digante didiverakañ ur pennad, met ret e vo reiñ abegoù resis da gentañ ha goulenn ali an implijerion/ezed all, dreist-holl pa sav tabut diwar-benn ar pennad-se.


+ Politikerezhioù evezhiañ