Caius Julius Hyginus : diforc'h etre ar stummoù
D Robot kemmet: az:Qay Yuli Higin |
D Robot ouzhpennet: hu:Hyginus |
||
Linenn 58: | Linenn 58: | ||
[[fi:Gaius Iulius Hyginus]] |
[[fi:Gaius Iulius Hyginus]] |
||
[[fr:Caius Julius Hyginus]] |
[[fr:Caius Julius Hyginus]] |
||
[[hu:Hyginus]] |
|||
[[it:Gaio Giulio Igino]] |
[[it:Gaio Giulio Igino]] |
||
[[ja:ガイウス・ユリウス・ヒュギーヌス]] |
[[ja:ガイウス・ユリウス・ヒュギーヌス]] |
Stumm eus an 24 Gwe 2010 da 03:38
Caius Julius Hyginus (e 67 kent JK – 17) a oa ur skrivagner latin, genidik pe eus Spagn pe eusAlexandria (n'eo ket gwall spis er skridoù kozh) en amzer Caesar Augustus.
Istor
Diwar e benn n'ouzer ket kalz a dra. Diskibl e oa da Cornelius Alexander Polyhistor, sklav e oa bet gant Julius Caesar, disklavet gant Caesar Augustus, ha lakaet da rener al levraoueg palatin abalamour ma oa yezhadurour , hervez a skriv Suetonius (De Grammaticis, 20.[1]. Mignon e oa da Ovidius, met rev a savas etrezo. Paour-razh e oa e fin e vuhez, ha sikouret e voe gant e vignon istour Clodius Licinus.
E oberennoù
Eus ar pezh a zo deuet betek ennomp e c'hallomp lavarout e skrivas a bep seurt: displegadennoù diwar-benn arroudoù eus oberennoù Vergilius, displegadennoù diwar-benn hendraoù broadel (De familiis Troianis, De origine situque urbium Italicarum), skridoù diwar-benn al labour-douar (De agricultura, De apibus).
Met div oberenn zo enne traoù a dalvoudegezh vras evit studi mojennoù Hellaz ha Roma gozh.
- e Fabulae
- e De Astronomia .
Fall int skrivet, ma kred da lod n'hall ket ar yezhadurour Caius Julius Hyginus bezañ o skrivet. En 1831 e voe embannet fablennoù all diembann hag a soñjer int bet skrivet gantañ.
Fablennoù
Er Fablennoù n'eus nemet ur roll eus an doueed hag harozed , gant 277 fablenn gwir, anezho diverradurioù eus an oberennoù klasel hellazat, evel Odisseia, dastumet en un nebeud pajennooù,
Lennadurezh
- P.K. Marshall, Hyginus: Fabulae 1993; embannadur reizhet 2002.
- Rose, H. I. Hygini Fabulae (1934) 1963. Ar skrid e latin.
Liammoù diavaez
- Caius Julius Hyginus, Fablennoù (CXLVI ; CLXVII) lenn enlinenn.
- Online Text: Hyginus, Fabulae translated by Mary Grant
- Online Text: Hyginus, Astronomica translated by Mary Grant
- Online Text of Hyginus. complete Patrom:Latin
- Review by Wilfred E. Major of P.K. Marshall, Hyginus: Fabulae. Editio altera. 2002
- ↑ Darn a gred n'eo ket Hyginus ar Fabulae an hini a voe dieubet gant Augustus; evel Edward Fitch, diwar-benn levr H. I. Rose, Hygini Fabulae en The American Journal of Philology 56,4 (1935), p 422.