Taksonomiezh : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[category:Botanik]] [[Category:Loenoniezh]] [[Category:Taksinomiezh]] |
|||
{{emdroaderezh}} |
|||
An '''daksinomiezh''' (gresianeg '''''ταξινομία''''' ''taxis'' : [[rummatadur]] et ''nomos'' : [[lezenn]]) a zo unan eus kelennoù ar vevoniezh, he fal dezhi sevel rummatadur reizhiadek ar bevien.<br/> |

Kavet e vez ivez ur ger nes da daksonomiezh e meur a yezh. |
Kavet e vez ivez ur ger nes da daksonomiezh e meur a yezh. |
||
Linenn 19: | Linenn 15: | ||
Hervez ar [[filogeneliezh]], e tleer kemer evit abegoù ar rummatadur derezioù ar gerentiezh. Gant ar bennaenn-mañ ez eus bet savet gwezennadoù filogeneliezhel o-deus degaset muioc'h a gomprenidigezh p'eo posubl rakwelout bezañs spesadoù'zo. Bez e c'heller lavarout eo bet tostadur ar filogeneliezh un disoc'h eus [[teorien an emdroaderezh]], met ar gwezennadoù savet diwarni o deus kaset prouennoù an deorienn-mañ. |

[[Rummad:Louzawouriezh]] |
|||
[[Rummad:Loenoniezh]] |
|||
[[Rummad:Taksinomiezh]] |
|||
{{Liamm PuB|es}} |
{{Liamm PuB|es}} |
Stumm eus an 13 Ebr 2010 da 14:44
An daksinomiezh (gresianeg ταξινομία taxis : rummatadur et nomos : lezenn) a zo unan eus kelennoù ar vevoniezh, he fal dezhi sevel rummatadur reizhiadek ar bevien.
Kavet e vez ivez ur ger nes da daksonomiezh e meur a yezh.
Orin hag emdroad ar patromoù
An holl rummatadurioù a vez dispaket dindan stumm ur wezennad (ken e vez kaoz eus ur rummatadur gwezheñvel) o kregiñ gant ur wrizienn, houmañ oc'h endelc'her an holl vevien a zo eus outo pe a zo bet hag o pignat betek an hiniennoù.
Pep skoulm ar wezennad a zo un takson, ennañ an istaksonoù diorroet diwar ar skoulm.
Carl von Linné, (1707 - 1778), ur skiantour svedat, en deus kinniget diazezoù ar rummatadur reizhiadek hag a zo bet kelennet betek kreiz an XXvet kantved. Diamzeret eo bremañ peogwir e oa bet ijinet diwar menozioù ar mare : denheñvelouriezh, krouidigezhouriezh pa ne oa ket bet dizoloet emdroaderezh.
An denheñvelouriezh a zo bet diskaret gant Charles Darwin pa ginnig e 1859 ur rummatadur diwar al lignezouriezh. Hervezañ, ma 'z eus bet un emdroadur, ret eo rummata ar spesadoù diwar derez ar gerentiezh o-deus etrezo.
Goude Darwin e oa klasket respont d'ar goulenn "piv a zo diwar piv?" hag e oa re pouezet war renabliñ al lignezoù. E kreiz an XXvet kantved eo bet komprenet eo pouezusoc'h hag efedusoc'h klask "piv a zo nes da biv" ha heuliañ tostadur ar filogeneliezh.
Hervez ar filogeneliezh, e tleer kemer evit abegoù ar rummatadur derezioù ar gerentiezh. Gant ar bennaenn-mañ ez eus bet savet gwezennadoù filogeneliezhel o-deus degaset muioc'h a gomprenidigezh p'eo posubl rakwelout bezañs spesadoù'zo. Bez e c'heller lavarout eo bet tostadur ar filogeneliezh un disoc'h eus teorien an emdroaderezh, met ar gwezennadoù savet diwarni o deus kaset prouennoù an deorienn-mañ.