Naonegezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ar restr commons:File:Fridtjof_Nansen,_Les_deux_étapes_de_la_faim_(1922).jpg oa bet lakaet e-lerc’h Brothers_in_misfortune.jpg ; Goulennet e oa gant commons:User:CommonsDelinker (file renamed or replaced on Commons).
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11: Linenn 11:


[[Rummad:Magadurezh]]
[[Rummad:Magadurezh]]
[[Rummad:Paourentez]]

Stumm eus an 12 C'hwe 2021 da 20:57

Daou vreur yaouank rusian tapet gant an naonegezh e-pad Naonegezh rusian 1921–22 marvet e oa 5 milion a dud. Tro 1922.

Naonegezh zo un diouer bras a voued. A-wechoù e varv an dud diwar an naonegezh, pe e vezont gwan-gwan ken e tapont kleñvedoù all hag e c'hallont mervel ganto. Gallout a an naonegezh ra bezañ degaset gant abegoù lies evel eostoù fall, ur boblañs re stank, pe obererezh ur gouarnamant. An holl douaroù annezet dre ar bed a zo bet tapet deiz pe zeiz gant an naonegezh e-pad an Istor.

Lec'hioù zo, dreist-holl en Afrika sub-Saharan, a vez tapet alies gant barradoù naonegezh. Ar rannved-se eo an hini a vez tapet an aliesañ gant an naonegezh abalamour d'ar c'hemmoù hin alies, ur gwall gudenn eo evit al labour-douar eno. Programoù sikour zo da gas boued etrezek Afrika.

Ur vamm hag he daou vugel e-pad Naonegezh Vras Iwerzhon

Un arm

E-pad an Istor ez eus bet renadoù o doa bet implijet an naonegezh evel un arm evit lazhadegañ ul lod eus o foblañs pe lazhañ o enebourien. An Impalaeriezh Otoman, pe ar Volcheviked o doa bet implijet an naonegezh evel-se.

  • Lu ar Rouantelezh-Unanet en doa mirlec'hioù boued brasañ Europa e-pad Naonegezh Vras Iwerzhon met ne voe roet netra da dud Iwerzhon.
  • An Impalaeriezh Otoman a implijas an naonegezh evit lazhadegañ kristenien an implaeriezh e 1915.
  • Ar Volcheviked a implijas an naonegezh evit lazhadegañ ul lod eus poblañs Ukraina e-pad an Holodomor (ur ger ukrainek hag a dalvez kement ha "lazhadeg dre an naon").