Literatura de cordel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D The file Image:Literatura_de_cordel_REFON_.jpg has been replaced by Image:Literatura_de_cordel_REFON.jpg by administrator commons:User:Ymblanter: ''Robot: Removing space(s) before file extension''. ''[[m:User:CommonsDelinker|Translate me...
Linenn 40: Linenn 40:
==Pennadoù kar==
==Pennadoù kar==
*[[Pajada]]
*[[Pajada]]
*[[Rouxinol do Rinaré]] (1966 - )
*[[Patativa do Assaré]] (1909 — 2002).
*[[Patativa do Assaré]] (1909 — 2002).



Stumm eus an 17 Her 2019 da 09:29

Literatura de cordel, e Brazil

Al literatura de cordel, pe lennegezh diwar ar fiselenn, zo un doare barzhoniezh poblek, a oa dre gomz a orin, hag a zo bet moulet war baper marc'had-mat, lakaet war ziskouez a-ispilh ouzh ur fiselenn, e kaieradoù 8, 16 pe 32 bajennad d'ar muiañ peurliesañ.

Dont a ra eus lennegezh dre gomz troubadourien ar Grennamzer, a deue da ganañ er marc'hallac'hioù sonennoù diwar-benn brezelourien pe priñsezed, pe darvoudoù skrijus ar vro.

Adalek 1450 ha deroù marevezh ar moulerezh e vo skrivet al lennegezh-se war follennoù anvet en « folhetos » en portugaleg. Ganet e oa e Portugal, ma vezer kustum da ispilhañ paper. E Brazil e vleunio en XIXvet kantved. Koadengravadurioù a vez war ar golo, hag en deroù e vezent, a-hervez , graet gant ar varzhezd o-unan.

Brazil

Labour skolidi db al lennegezh diwar ar fiselenn.

E Brazil e vez peurvuiañ e gwerzennoù, pa vez e komz-plaen e Portugal.

Literatura de cordel a vez graet anezhi peogwir e vez staget ar « folhetos » ouzh ur fiselenn (cordel) er foarioù ha marc'hadoù e Nordeste Brazil.

Bev eo c'hoazh e Brazil, en Nordeste, ha dreist-holl e stadoù Ceará, Paraíba, ha Pernambuco. Alies ne oar ket lenn an oberourien folhetos, ar re goshañ bepred : sevel a reont o skrid en o fenn ha reiñ da dreuzskrivañ d'un den all. War un dro int sonsaverien (met adimplij a reont ar memes tonioù aliezik), primganerien ha gwerzhañ a reont o folhetos ouzhpenn er foarioù.

An oberourien, anvet cordelistas, a lavar gwerzennoù hogos war gan, ouzh son ar violin pe ar gitar alies, pe a lenn en un doare meurdezus da sachañ evezh ar brenerien.

Gwerzioù

E rannoù ar gwerzennoù e vez dek, eizh, pe c'hwec'h gwerzenn.


Danvez

Pemp danvez a vez meret dre vras

  • danvez ar marvailhoù, enne priñsed hag erevent, boudiged ha burzhudoù e-leizh;
  • danvez harozel
  • danvez goapaus
  • danvez karantez
  • danvez relijiel
  • danvez keleier

Akademiezh

Evit bodañ oberourien al lennegezh diwar ar fiselenn, eo bet savet e 1988 an Akademiezh Vraziliat Literatura de Cordel, annezet e Rio de Janeiro.

Hañval

Klotañ a ra gant al lennegezh war follennoù-nij, anavezet e Breizh en XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved.

Pennadoù kar

Lennadurezh