Yann ar Groaz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot : O kemmañ sl:Janez od Križa e sl:Sveti Janez od Križa
Linenn 50: Linenn 50:
[[sw:Yohane wa Msalaba]]
[[sw:Yohane wa Msalaba]]
[[ta:சிலுவையின் புனித யோவான்]]
[[ta:சிலுவையின் புனித யோவான்]]
[[th:จอห์นแห่งไม้กางเขน]]
[[th:ยอห์นแห่งไม้กางเขน]]
[[uk:Іван від Хреста]]
[[uk:Іван від Хреста]]
[[vi:Gioan Thánh Giá]]
[[vi:Gioan Thánh Giá]]

Stumm eus an 13 C'hwe 2013 da 08:30

Yann ar Groaz

Ezel eus urzh ar C'harmel, Juan de Yepes a zo bet un teologour, ur c'hevrinour hag ur barzh spagnol. Ganet eo bet e 1542 e Fontiveros (Kastilha-Gozh) hag e marvas e kouent Ubeda e 1591. Lakaet da sant dindan anv Sant Yann ar Groaz e kemeras ur roll eus ar re bouezhusañ en Adreizhadur katolik e Bro-Spagn asamblez gant santez Teresa a Avila. Anvet eo bet da doktor an Iliz.

Karget e voe Yann ar Groaz sevel meur a gouent karmez hag e teuas da Avila e 1567 evit harpañ Tereza de Cepeda y Ahumada (Tereza de Jezuz hec'h anv relijiel) evit adreizhañ kouent an Engorfadur. E 1577 e oe taget gant ar garmez "klouar" hag e oe bac'het e Toledo hag eno e savas e varzhonegoù kevrinel. En em zivac'has e 1578 hag e kendalc'has gant e labour adreizhañ e meur a gêr. Met ur wech c'hoazh e oe taget ha lakaet da vezañ ul lean hep karg e bloaz e varv.

Oberennoù

  • Pignat d'ar Menez-Karmel, pleustrad
  • An Noz teñval, pleustrad
  • Ar C'hantik speredel, pleustrad
  • Flamm bev ar Garantez, pleustrad

Gouel : 14 a viz Kerzu