Fakoker an dezerzh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
English: Removed photo, wrong species (→Phacochoerus africanus, file rename in progress at wiki commons)
D r2.7.3) (Robot kemmet: eu:Fakokero; Kemm dister
Linenn 11: Linenn 11:
Bevañ a ra e reter [[Afrika]] ([[Somalia]], [[Kenya]] hag [[Etiopia]]). An isspesad a veve e [[Suafrika]] a zo aet da get.
Bevañ a ra e reter [[Afrika]] ([[Somalia]], [[Kenya]] hag [[Etiopia]]). An isspesad a veve e [[Suafrika]] a zo aet da get.

==Doareoù pennañ==
== Doareoù pennañ ==
War-dro 1 m eo e hirder ha gell teñval pe deñvaloc'h e gorf goloet amañ-ahont gant [[reun]]. Brasoc'h eo ar par eget ar barez. Brasoc'h eo ar [[gwenaenn]]où e [[jod|divjod]] ar par ivez. Koulz ar par hag ar barez a zo dezho ur [[moue]] hag a red a-hed o [[kilpenn|c'hilpenn]].

Ar re vihan a denn d'al loened gour nemet n'o deus [[stilhon]] ebet ha munut eo o gwenaennoù. Ar stilhonoù ([[dant-lagad|dent-lagad]] hir anezho) a zeu war-wel pa dizhont o oad gour.
Ar re vihan a denn d'al loened gour nemet n'o deus [[stilhon]] ebet ha munut eo o gwenaennoù. Ar stilhonoù ([[dant-lagad|dent-lagad]] hir anezho) a zeu war-wel pa dizhont o oad gour.

==Lec'h annez==
== Lec'h annez ==
Bevañ a ra er [[savanenn|savanennoù]] hag el lec'hioù krin. Gwelloc'h eo e c'halloudegezh da dalañ ouzh ar sec'hor eget hini ar [[fakoker|fakoker boutin]].
Bevañ a ra er [[savanenn|savanennoù]] hag el lec'hioù krin. Gwelloc'h eo e c'halloudegezh da dalañ ouzh ar sec'hor eget hini ar [[fakoker|fakoker boutin]].

==Gouennañ==
== Gouennañ ==
Da vare ar gouennañ e [[troazh]] ingal ar barez (10 gwech muioc'h eget ar par). C'hwezh an troazh a vez klevet eus pell gant ar par hag a c'hell gouzout evel-se e peseurt stad emañ ar barez a-fet gouennañ.

Linenn 26: Linenn 26:
Fakoker an dezerzh a dizhfe e oad gour un tammig abretoc'h eget ar fakoker boutin, kent 18 miz eta.
Fakoker an dezerzh a dizhfe e oad gour un tammig abretoc'h eget ar fakoker boutin, kent 18 miz eta.

==Emzalc'h==
== Emzalc'h ==
Toullañ a ra un douarenn, pe laerezh unan (diwar-goust loened all evel an [[hoc'h-douar]]), a servij da ziwall diouzh ar preizhataerien. P'emañ e dañjer ec'h a enni, e lost da gentañ, hag e talc'h penn ouzh an enebour gant e stilhonoù.

Linenn 35: Linenn 35:
Ul loen oberiant diouzh an deiz eo. En deizioù tomm e tremen an darn vrasañ eus e amzer en disheol. Pe vez freskoc'h e vez o peuriñ pe o turiañ a-benn diskoachañ [[gwrizienn|gwrizioù]] ha [[torzhell]]où.

==Boued==
== Boued ==
[[Geotdebrer]] eo fakoker an dezerzh hag en abeg d'e endro kriz n'eo ket ken figus hag ar fakoker boutin. En em vagañ a ra diwar geot, brousgwez hag, a-wechoù, [[frouezh]] hag [[amprevaned]]. Turiañ a ra an douar gant e stilhonoù hag e [[moj|voj]] evit kavout torzhelloù, korzennoù-gwrizienn ha [[bulb]].

==Preizhata==
== Preizhata ==
E breizhataerien pennañ eo al [[leon]], al [[loupard]], ar [[kazh-ki|c'hazh-ki]] hag ar [[bleiz-broc'h]].
E breizhataerien pennañ eo al [[leon]], al [[loupard]], ar [[kazh-ki|c'hazh-ki]] hag ar [[bleiz-broc'h]].

Linenn 49: Linenn 49:
[[en:Desert warthog]]
[[en:Desert warthog]]
[[es:Phacochoerus aethiopicus]]
[[es:Phacochoerus aethiopicus]]
[[eu:Phacochoerus aethiopicus]]
[[eu:Fakokero]]
[[he:חזיר יבלות מדברי]]
[[he:חזיר יבלות מדברי]]
[[it:Phacochoerus aethiopicus]]
[[it:Phacochoerus aethiopicus]]

Stumm eus an 22 Mez 2012 da 21:23

Fakoker an dezerzh

Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Kerentiad : Suidae
Genad : Phacochoerus
Anv skiantel
Phacochoerus aethiopicus
Pallas, 1766
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Fakoker an dezerzh (Phacochoerus aethiopicus) a zo ur bronneg eus kerentiad an hoc'heged.

Bevañ a ra e reter Afrika (Somalia, Kenya hag Etiopia). An isspesad a veve e Suafrika a zo aet da get.

Doareoù pennañ

War-dro 1 m eo e hirder ha gell teñval pe deñvaloc'h e gorf goloet amañ-ahont gant reun. Brasoc'h eo ar par eget ar barez. Brasoc'h eo ar gwenaennoù e divjod ar par ivez. Koulz ar par hag ar barez a zo dezho ur moue hag a red a-hed o c'hilpenn.

Ar re vihan a denn d'al loened gour nemet n'o deus stilhon ebet ha munut eo o gwenaennoù. Ar stilhonoù (dent-lagad hir anezho) a zeu war-wel pa dizhont o oad gour.

Lec'h annez

Bevañ a ra er savanennoù hag el lec'hioù krin. Gwelloc'h eo e c'halloudegezh da dalañ ouzh ar sec'hor eget hini ar fakoker boutin.

Gouennañ

Da vare ar gouennañ e troazh ingal ar barez (10 gwech muioc'h eget ar par). C'hwezh an troazh a vez klevet eus pell gant ar par hag a c'hell gouzout evel-se e peseurt stad emañ ar barez a-fet gouennañ.

An aliesañ e klot mare ar gouennañ gant fin ar c'houlz-amzer gleb (war-dro miz Ebrel) ha ganet e vez ar re vihan (2 pe 3 bep bloaz) etre miz Eost ha miz Kerzu. D'an oad a deir sizhun ec'h a kuit an hini bihan eus an douarenn evit en em vagañ diwar geot met dizonet e vez da vat da 6 miz hepken.

Fakoker an dezerzh a dizhfe e oad gour un tammig abretoc'h eget ar fakoker boutin, kent 18 miz eta.

Emzalc'h

Toullañ a ra un douarenn, pe laerezh unan (diwar-goust loened all evel an hoc'h-douar), a servij da ziwall diouzh ar preizhataerien. P'emañ e dañjer ec'h a enni, e lost da gentañ, hag e talc'h penn ouzh an enebour gant e stilhonoù.

Implijout a ra betek 10 douarenn zisheñvel war e diriad (war-dro 3 km²) ha gwiriañ dalc'hmat ez eus unan nepell m'emañ en arvar.

Ar parezed hag o re vihan a vev a-stroll, gant pared a-wechoù, hag ec'h eont da heul ar barez vrasañ ha koshañ.

Ul loen oberiant diouzh an deiz eo. En deizioù tomm e tremen an darn vrasañ eus e amzer en disheol. Pe vez freskoc'h e vez o peuriñ pe o turiañ a-benn diskoachañ gwrizioù ha torzhelloù.

Boued

Geotdebrer eo fakoker an dezerzh hag en abeg d'e endro kriz n'eo ket ken figus hag ar fakoker boutin. En em vagañ a ra diwar geot, brousgwez hag, a-wechoù, frouezh hag amprevaned. Turiañ a ra an douar gant e stilhonoù hag e voj evit kavout torzhelloù, korzennoù-gwrizienn ha bulb.

Preizhata

E breizhataerien pennañ eo al leon, al loupard, ar c'hazh-ki hag ar bleiz-broc'h.