Jim Morrison : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot tennet: az:Cim Morrison (deleted)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: az:Cim Morrison
Linenn 70: Linenn 70:
[[ar:جيم موريسون]]
[[ar:جيم موريسون]]
[[ast:Jim Morrison]]
[[ast:Jim Morrison]]
[[az:Cim Morrison]]
[[bar:Jim Morrison]]
[[bar:Jim Morrison]]
[[be:Джым Морысан]]
[[be:Джым Морысан]]

Stumm eus an 10 Mez 2012 da 03:08

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Jim Morrison
Unan eus poltredoù brudetañ Jim Morrison

Anv James Douglas Morrison
Ganet d'an 8 a viz Kerzu 1943
Melbourne, Stadoù-Unanet
Marvet d'an 3 a viz Gouere 1971
Pariz, Bro-C'hall
Doare(où) Acid rock
Blues-rock
Rock psikedelek
Doare mouezh Oberour-Sonaozour-Kaner
Barzh-Kaner
Bloavezhioù oberiant 1965 - 1971
Label(ioù) Elektra Records
Lec'hienn ofisiel Oberour-Sonaozour-Kaner
Barzh-Kaner

Endro The Doors

Jim Morrison

James Douglas Morrison, anavezet gwelloc'h gant an anv Jim Morrison, a voe ganet d'an 8 a viz Kerzu 1943 e Melbourn, e Florida ha marvet d'an 3 a viz Gouere 1971 e Pariz. Jim Morrison a oa ur barzh hag ur c'haner rock droukskouerius hag a gemeras perzh er strollad The Doors etre 1965 ha 1971.
Jim Morrison a oa da gentañ ur gwir idol rock, met ivez ur spered emouestlet e-keñver ar protest song (tonioù ravoltiñ) ha war sujedoù evel brezel Vietnam da skouer. Desachet e oa gant ar chamaniezh ivez, ar pezh a liamm ar brederiegezh denel gant ar speredoù dreist-naturel. An arzour-mañ en doa un doare-leurenn personel-tre, troet kentoc'h war ar punk.

Skrid buhez:

Tad Jim Morrison a oa soudard hag e vamm a oa dilabour, oc'h ober war dro mont-en-dro o zi. Abalamour da labour e tad e veze rediet ar familh da zilojañ alies, ar pezh en deus krouet liammoù kreñvoc'h etre mamm Jim Morrison, e vreur hag e c'hoar.
E dad a oa gwall droet war-zu al lennegezh hag ar barzhoniezh, met dreist-holl war-zu Elvis Presley. A-benn ar fin en doa kroget e tad da stabiliañ e Los Angeles, e Kalifornia e penn-gentañ ar bloavezhioù 1960. Setu perak en doa gellet Jim Morrison studiañ ar sinema e Skol-Veur Kalifornia Los Angeles (UCLA).
D'ar mare-se en doa kroget Jim Morrison da guitaat e familh tamm-ha-tamm, evit bezañ emren. Brudoù 'zo a lavar en doa bevet ur yaouankiz diaes ha lusk ennañ ha setu perak n'en deus ket bet re a boan kuitaat e familh.
Tu 'zo da soñjal ivez en doa dibabet kuitaat e familh evit gwareziñ anezho diouzh ar pennvad en doa bet asambles gant e strollad The Doors, krouet e 1965, a-drugarez da Ray Manzarek (c'hoarier orglez ha gitar-boud ar strollad) hag asambles gant Robby Krieger (ar c'hoarier gitar) ha John Densmore (dorner ar strollad).
Adalek ar bloavezhioù-se ha betek fin e vuhez e vevas asambles gant Pamela Courson.


Morrison hag e strollad, The Doors

Restr:The Doors band members.jpg
The Doors


Hervez ar vojenn eo bet krouet ar strollad The Doors war aod Venice Beach, e Kalifornia. Jim Morrison a oa o pourmen pa kejas gant Ray Manzarek, un anaoudegezh deus Skol-Veur Kalifornia. Goude ur pennadig kaoz e krogont da gomz sonerezh. Ray Manzarek a c'hoari orglez en ur strollad rock hag goulenn a ra digant Morrison kanañ unan eus an tonioù savet e-unan. Hervez ar brudoù, Morrison en dije kanet Moonlight Drive. Plijet en doa kemment da Rey Manzarek ma vo adkavet an ton war eil bladenn ar strollad, Strange Days.
Jim en deus kavet anv ar strollad buhan-tre, "The Doors", en ur zisplegañ "Bez ez eus er pezh a anavezomp. Bez ez eus ar pezh ne anavezomp ket. Hag e kreiz, ez eus un nor, setu ar pezh em eus c'hoant bezañ."

Ar strollad a oueze meskañ ar jazz, ar folk, ar pop, ar blues ha levezonoù all o ton eus diuzerezh izili ar strollad. Jim Morrison e skrive testennoù a skiant ha setu perak en em lede kemment o fublik war rummadoù tud disheñvel. Ul lodenn a oa luskellet gant ar sonerezh, ul lodenn all a oa luskellet gant ar c'homzoù, met all lodenn brasañ eus ar publik a oa debochet a-drugarezh d'an tonioù a-bez, d'an disoc'h.

Marv un arzour

Poltred kemeret gant ar Polis d'an 20 a viz Gwengolo 1970

Jim Morrison a zo marv a-raok e 27 bloaz. Douaret eo bet e Pariz, er vered "Le Père Lachaise", asambles gant Orsen Welles (realisatour Amerikan), Simone Signoret (c'hoarierez c'hall) pe Molière (skrivagner gall) da skouer.

Met chom a ra kamm ar penaos hag ar perak deus e varv. Dianavezet eo en un doare resis met meur a vartezeadenn a zo. Ar pezh a voe kontet d'an dud e-penn kentañ, abeg ofisiel e varv, a oa un taol-galon. Jim Morrison a oa anavezet evel un ever-bras hag un arzour a gemere drogaj, dreist-holl e-pad 6 bloaz diwezhañ e vuhez.

Koulskoude, tud 'zo a lâr o deus gwelet ar c'haner e-pad noz e varv en un ostaleri; ar Rock 'n Roll Circus e Pariz. Ma vez heuliet ar brud-se, Jim en dije en em drammet un tamm re ar wech-mañ ha marvet e vefe e privezioù an ostaleri.
Marianne Faithfull, ur c'hanerez c'hall, hag Agnès Varda, ur realisatourez c'hall ivez, a oa gantañ en ostaleri. Evit mirout ouzh an droukskouer o dije kaset e gorf betek e ranndi, e lec'h ma veve asambles gant Pamela Courson.

Tud all a lâr eo bet lazhet Jim Morrison gant an FBI peogwir e oa un den brudet hag a zae dreist d'al lezennoù, ha dre-se e oa un arzour danjerus evit ar re all. Ober a rae re a draoù enep-lezenn, ar pezh a zirenke pennoù ar gevredigezh. Ur brud all a zo soñjet gant ul lodenn a fan, Morrison a zo bev 'tav ha faezh e oa deuet da vezañ e-keñver e vrud. Aozet en dije e varv a-pad 6 miz bennak evit gellout bevañ hep bezañ direnket gant ar paparazzi da skouer.

Met tostoc'h e chom memestra ar brud-se ouzh ur vojenn.

.