Karel Treybal : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: ru:Трейбал, Карел |
D Bot: repairing dead link chessmetrics.com |
||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
Mestrc'hoarier [[echedoù]] [[Tchekia|tchek]]. |
Mestrc'hoarier [[echedoù]] [[Tchekia|tchek]]. |
||
Gober a reas e studi war ar gwir. Anvet e voe da gadoriad lez-varn [[Velvary]], nepell eus [[Praha]]. Ur c'hoarier amatour e oa, met e live uhel a lakaas anezhañ e-mesk an 50 gwellañ c'hoarier ag ar bed e-pad prantad brasañ e vuhez [http:// |
Gober a reas e studi war ar gwir. Anvet e voe da gadoriad lez-varn [[Velvary]], nepell eus [[Praha]]. Ur c'hoarier amatour e oa, met e live uhel a lakaas anezhañ e-mesk an 50 gwellañ c'hoarier ag ar bed e-pad prantad brasañ e vuhez [http://chessmetrics.com/cm/PL/PL41114.htm]. Kampion [[Tchekia]] e voe e [[1907]] ha kampion e [[1921]], a-gevred gant [[Ladislav Prokeš]]. |
||
Bravañ disoc'h hiniennel Karel Treybal a voe an c'hwec'hvet plas bet tapet gantañ, a-gevred gant [[Aaron Nimzowitsch]] e tournamant [[Karlovy Vary]] (Karlsbad) e [[1923]]. Eno e voe trec'h war [[Aleksandr Alec'hin]] hag a zeuas da vout kampion ar bed e [[1927]]. |
Bravañ disoc'h hiniennel Karel Treybal a voe an c'hwec'hvet plas bet tapet gantañ, a-gevred gant [[Aaron Nimzowitsch]] e tournamant [[Karlovy Vary]] (Karlsbad) e [[1923]]. Eno e voe trec'h war [[Aleksandr Alec'hin]] hag a zeuas da vout kampion ar bed e [[1927]]. |
Stumm eus an 12 Du 2011 da 23:50
Karel Treybal a zo bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1885 e Kotopeky, e mervent Praha (Tchekoslovakia) ha marvet d'an 2 a viz Here 1941.
Gober a reas e studi war ar gwir. Anvet e voe da gadoriad lez-varn Velvary, nepell eus Praha. Ur c'hoarier amatour e oa, met e live uhel a lakaas anezhañ e-mesk an 50 gwellañ c'hoarier ag ar bed e-pad prantad brasañ e vuhez [1]. Kampion Tchekia e voe e 1907 ha kampion e 1921, a-gevred gant Ladislav Prokeš.
Bravañ disoc'h hiniennel Karel Treybal a voe an c'hwec'hvet plas bet tapet gantañ, a-gevred gant Aaron Nimzowitsch e tournamant Karlovy Vary (Karlsbad) e 1923. Eno e voe trec'h war Aleksandr Alec'hin hag a zeuas da vout kampion ar bed e 1927.
Karel Treybal a c'hoarias e skipailh broadel Tchekoslovakia e-doug 3 Olimpiad Echedoù .
- E miz Gouere 1930, ouzh an eilvet tablenn en 3vet Olimpiad e Hambourg (+3 –4 =6).
- E miz Gouere 1933, ouzh an eilvet tablenn er 5vet Olimpiad e Folkestone (+4 –3 =5).
- E miz Eost 1935, ouzh ar bedervet tablenn en 6vet Olimpiad e Varsovia (+5 -1 = 9).
Tapout a reas ur vendalenn argant-skipailh e 1933 e Folkestone .
Karel Treybal a varvas e-pad dalc'hidigezh e vro gant an nazied alaman. Harzet ha bac'het e voe ganto d'an 30 a viz Mae 1941 araok bout tamallet evit bout pourchaset armoù d'ar Rezistañs ha bout bet gantañ ur bistolenn hep aotre. N'ouier ket ma oa gwir pe gaou an tamall. Barnet e voe da varv. D'an 2 a viz Here 1941 e voe kaset d'ar marv.
N'oa ket bet rentet e gorf d'e familh ha n'ouier ket pelec'h e oa bet lakaet.
Partiennoù
- Karel Treybal a-enep da Ladislav Prokeš, Brno (1907);
- A. Perna a-enep da Karel Treybal, Brno (1907) ;
- Karel Treybal a-enep da Franz Kafka, Praha, (1921) .
Dave
- Note 3729 gant Karel Mokrý e Chess Notes Archives [10]
Ul levr diwar e benn
- Ladislav Prokeš, Dr. Karel Treybal, 1946.