Dendrokronologiezh
An dendrokronologiezh eo ar skiant a studi kelc'hennoù ar gwez a-benn deiziata anezhe ha studiañ cheñchamantoù en hin hag en endro. Ijinet ha diorroet e voe an dendrokronologiezh gant ar steredoniour stadunanat A. E. Douglass e fin an XIXvet ha penn kentañ an XXvet kantved. Ar studiadennoù kentañ a voe graet e kreiz SUA ma'z eus gwezennoù milvedel eus ar spesad Pinus aristata.
Studiadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus penn kentañ an nevez-amzer betek fin an hañv e kresk ar gwez. Diazezet eo an dendrokronologiezh war ar fed e cheñch stumm ar c'hoad produet gant ar gwez diouzh mare ar bloaz : en nevez-amzer eo sklaer ar gelc'henn dre m'eo brasoc'h ar gwazhied a dremen ar sap dreze. Efedoù diavaez a c'hell levezoniñ stumm kelc'hioù ar gwez : tagadennoù gant amprevaned ha mikroboù pe gant bronneged (karveged), prantadoù sec'hor... Ar c'helc'h tostañ ouzh ar rusk a glot gant bloavezh marv ar wezenn.
Daou seurt standilhon a c'hell bezañ studiet : un troc'h (e kef ar wezenn da skouer) pe ur garotezenn tennet gant ur wimeled.
Savet ez eus bet rummadoù (pe bankoù) standilhonoù gant ar skiantourien en ur studiañ gwez eus ar memes genad en un takad geo-klimatek roet. Evel-se e c'heller keñveriañ ar c'hoad studiet ouzh ar standilhon evit deiziata anezhañ. Bankoù standilhonoù a vez implijet kalzig evel unan savet gant skol-veur Stuttgard-Hohenheim evit ar genad Quercus a c'hell servijout evit ul lodenn vras eus ar studiadennoù graet en Europa. Unan all savet en Iwerzhon a c'hell bezañ implijet evit ul lodenn vras eus Breizh.
Ouzhpenn d'ar gwez o-unan e vez studiet pezhioù arrebeuri pe oberennoù arzel a c'heller neuze deiziata d'ar bloavezh rik. An aliesañ ne vez ket studiet un tamm koad drezañ e-unan met meur a damm (strollad treustoù ul lein da skouer).
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La dendrochronologie gant A. V. Munaut e Bulletin de l'Association française pour l'étude du quaternaire, 1979
- Pratique de la dendrochronologie gant C. Lavier, P. Perrier, S. Vincenot, G. Lambert e Histoire et mesure, 1988
- Dendrochronologie et préhistoire gant C. Lavier ha G. Lambert