Deiziadur Bahá'í
Implijet e vez an deiziadur Bahá'í gant ar Feiz vBahá'í. Un deiziadur heoliek eo gant bloavezioù a 365 devezh ha bloavezhioù bizeost a 366 devezh. 19 miz a 19 devezh a ya d'ober ar bloavezhioù. Dastumet e vez an devezhioù a chom e pevar pe pemp "devezh etre". Deraouiñ a ra ar bloavezhioù e kedez an nevezamzer ha kontet e vez adalek ar 21 a viz Meurzh 1844, deroù ar Marevezh Bahá'í.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe an deiziadur Bahá'í gant ar Bab. Bahá'u'lláh a wiriekaas anezhañ ha lakaat a reas an Naw-Rúz, pe Kedez an nevezamzer, da zeiz kentañ ar bloaz. Daoust ma c'hell ar gedez c'hoarvezout d'an 20, 21 pe 22 a viz Meurzh e tisklêrias Shoghi Effendi e chomfe liammet an deiziadur Bahá'í ouzh an deiziadur gregorian hag e teraoufe ar bloavezh d'an 20 a viz Meurzh.
Mizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]19 miz a ya d'ober an deiziadur Bahá'í. Ar Yun Naontek Devezh a vez graete-pad miz Alá’. War-lerc'h e vez lakaet ar pevar pe pemp deiz etre, Ayyám-i-Há o anv.
Anvioù arabek | Arabeg | Troidigezh | Deizioù |
---|---|---|---|
Bahá | بهاء | Splannder | 21 a viz meurzh - 19 a viz ebrel |
Jalál | جلال | Brud | 9 a viz ebrel - 27 a viz ebrel |
Jamál | جمال | Kened | 28 a viz ebrel - 16 a viz mae |
‘Aẓamat | عظمة | Meurded | 17 a viz mae - 4 a viz even |
Núr | نور | Gouloù | 5 a viz even - 23 a viz even |
Raḥmat | رحمة | Trugarez | 24 a viz even - 12 a viz even |
Kalimát | كلمات | Gerioù | 13 a viz gouere - 31 a viz gouere |
Kamál | كمال | Peurvadelezh | 1 a vz eost - 19 a viz eost |
Asmá’ | اسماء | Anvioù | 20 a viz eost - 7 a viz eost |
‘Izzat | عزة | Galloud | 8 a viz gwengolo - 26 a viz gwengolo |
Mashíyyat | مشية | Youl | 27 a viz gwengolo - 15 a viz gwengolo |
‘Ilm | علم | Anaoudegezh | 16 a viz here - 3 a viz du |
Qudrat | قدرة | Beli | 4 a viz du - 22 a viz du |
Qawl | قول | Komz | 23 a viz du - 11 a viz du |
Masá’il | مسائل | Goulennadeg | 12 a viz kerzu - 30 a viz kerzu |
Sharaf | شرف | Enor | 31 a viz kerzu - 18 a viz genver |
Sulṭán | سلطان | Aotrouniezh | 19 a viz genver - 6 a viz c'hwevrer |
Mulk | ملك | Damani | 7 a viz c'hwervrer - 25 a viz c'hwevrer |
Ayyám-i-Há | ايام الهاء | Deizioù Hâ | 26 a viz c'hwevrer - 1 a viz meurzh |
‘Alá’ | علاء | Uhelded | 2 a viz meurzh - 20 a viz meurzh (miz yun) |
Deizioù Santel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus 11 deiz santel en deiziadur Bahá'í. Gouel Ridván, a bad 12 devezh, a zo an hini santelañ hag anvet e vez alies ar "Gouel Meurañ"
Anv | Amzeriadoù | Dilabour |
---|---|---|
Naw-Rúz (Bloaz nevez) | 21 a viz meurzh | Ya |
Deiz kentañ Riḍván : رضوان) | 21 a viz ebrel | Ya |
Navet deiz Riḍván | 29 a viz ebrel | Ya |
Daouzekvet deiz Riḍván | 2 a viz mae | Ya |
Disklêriadur ar Báb | 23 a viz mae | Ya |
Pignidigezh Bahá'u'lláh | 29 a viz mae | Ya |
Merzherinti ar Báb | 9 a viz gouere | Ya |
Ganedigezh ar Báb | 20 a viz Here | Ya |
Ganedigezh Bahá'u'lláh | 12 a viz du | Ya |
Devez ar c'hevread | 29 a viz du | Ket |
Pignidigezh `Abdu'l-Bahá | 28 a viz Du | Ket |
Devezhioù ar sizhun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv arabek | Skritur arabek | Troidigezh | Deiz |
---|---|---|---|
Jalál | جلال | Brud | Sadorn |
Jamál | جمال | Kaerded | Sul |
Kamál | كمال | Peurvadelezh | Lun |
Fiḍál | فضال | Gras | Meurzh |
‘Idál | عدال | Justis | Merc'her |
Istijlál | استجلال | Meurdez | Yaou |
Istiqlál | استقلال | Frankiz | Gwener |