Mont d’an endalc’had

Daft Punk

Eus Wikipedia
Daft Punk
electronica duo, strollad sonerien
Deiziad krouiñ1993 Kemmañ
Deroù ar prantad labour1993 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour22 C'hwe 2021 Kemmañ
Benveg sonerezhRoland TB-303 Kemmañ
PladennrolladurDaft Punk discography Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'h diazezPariz Kemmañ
Label sonerezhSoma Quality Recordings, Virgin Records, Columbia Records, Walt Disney Records Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Prizioù resevetGrammy Award for Best Pop Duo/Group Performance, Grammy Award for Best Dance/Electronic Album, Grammy Award for Album of the Year Kemmañ
Deiziad divodañ2021 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://daftpunk.com/ Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Daft Punk Kemmañ


Daft Punk zo ur strollad gall hag a c'hoari sonerezh elektronek lakaet da House pe da Dekno a-wechoù. Eus Paris eo e daou ezel Thomas Bangalter ha Guy-Manuel de Homem-Christo. Ar strollad zo bet anezhañ etre 1993 ha 2021, gant peder fladenn ha div bladenn live. Liammet eo Daft Punk ouzh ar pezh anvet French Touch, peogwir e oa unan eus ar strolladoù kentañ hag a sonas ar stumm musik-se e Bro-C’hall.

Ken brudet eo ma talc’h rekord an niver a bladennoù gwerzhet er bed-holl gant ur strollad gall. Brudet eo an daou soner kar maskloù robot a wiskent bepred, ouzhpenn chom mut gant ar mediaoù. Mod-se e oa savet o skeudenn arzourien dizalc’h, ar pezh zo liammet gant spered ar muzik House ha Tekno krouet d'ar mare-se.

Pladenn-lennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1997 eo bet savet ar bladenn gentañ, Homework, awenet gant House Chicago. Diouzhtu he deus graet berzh er bed-holl, peogwir e oa krouet ganti ar French Touch, ur son etre house ha tekno. Da lavarout eo e oa House diaoz gant ur son silet un tamm, hag awenet gant ar mare Disco.

E 2001 e voe embannet div bladenn. An hini gentañ, Alive 1997, zo ur bladenn live hag a zo bet enrollet war al leurenn e Birmingham e Bro-Saoz. An eil, Discovery, zo muioc’h awenet muioc'h gant an Disco hag an holl bladenn a vefe savet gant un tu Pop. Ma oa disheñvel homañ diouzh an hini gentañ e ra berzh bras er bed-holl memestra. Daou vloaz war-lerc’h zo bet savet gant Leiji Matsumoto ur film tresadennoù-bev hag a implij muzik ar bladenn penn-da-penn.

E 2003 e voe embannet ur bladenn remix diwar sonennoù an div bladenn gentañ.

E 2005 e voe embannet au bladenn nevez gant ur stil nevez. Human after all zo awenet gant ar bed elektronek da zont, hervez titloù ar sonioù hag hervez ur son elektronekoc'h.

E 2007 e voe enrollet ur bladenn live nevez, Alive 2007, e Paris-Bercy. Al leurennañ a oa pouezus hag ar bladenn zo ken kempenn hag eñ gant luc’hskeudennoù e-touez traoù all.

E 2010 e oa bet graet gant ar strollad muzik ar film Tron.

E 2013 e voe embannet ar bladenn diwezhañ, Random access Memories. Homañ zo disheñvel, ur wezh ouzhpenn, peogwir ez eus bet skrivet un nebeud sonennoù gant muzisianed-all evit ar wezh kentañ. Ouzhpenn-se eo awenet ar bladenn gant an Disco ha savet a vefe gant ur stil Pop da vat.