Cheo Belén Puig
Cheo Belén Puig, eo anv-micher ar soner José Belén Puig, ganet e La Habana e 1908 ha marvet eno e 1971.
E dad, José Belén Puig e anv ivez, a oa rener ur charanga ha gantañ e teskas e vab Cheo seniñ piano ha binvioù all. Gant kelennerien all e teskas seniñ gitar, biolin, hag akordeoñs.
En 1923 e kemeras lec'h ar pianoour e charanga e dad. Daou vloaz goude, evel kalz sonerien yaouank ampart, e oa "Cheo" o seniñ er salioù sinema (er Strand peurvuiañ) da eilañ ar filmoù digomz.
En 1927 e voe enrollet ur bladenn gant charanga e dad evit ar gompagnunezh stadunanat Columbia Records ha "Cheo" a sone piano en daou bezh "El Rey de los bongoseros" ha "Ráscame aquí". War un dro e sone "Cheo" e charanga "Tata" Alfonso, er Rialto, hag en hini ar fleütour Calixto Allende.
Oberennoù brudetañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar bolero "Me han dicho que tu me quieres",
- an danzón "Cojan puesto"
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- LP Cuba Cheo Belen Puig & Orquesta - Danzones Del Ayer, ??
- Danzones Y Cha Cha Cha (1995)
- Cheo Belen Puig (2001)
- Orquesta Cheo Belen Puig [2004]
- Vintage Cuba Nº 55 - EPs Collectors "Música Cubana" (2009)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-Gant ORQUESTA CHEO BELEN PUIG