Mont d’an endalc’had

Chanakya

Eus Wikipedia
Tresadenn eus Chanakya.

Ur prederour indian e oa Chanakya (Sañskriteg: चाणक्य Cāṇakya) (ganet war-dro -370 ha marvet war-dro -283). Anavezet eo ivez dindan an anvioù Kautilya ha VishnuGupta. Ar "makiavel indian" eo bet graet outañ ivez[1].

Ne anavezer ket kalz titouroù istorel a-zivout an den anvet Chanakya: darn ar gouizigezhioù a zo damm-mojennel. Hervez labourioù Thomas Trautmann e vez tu kavout peder zestenn o kontañ lodennoù eus Chanakya-Chandragupta katha (mojenn Chanakya).

Yezh orin an doare Skouerioù testennoù
Doare Bouddhist Mahavamsa hag e ouzhpennadurioù Vamsatthappakasini (yezh Pali)
doare Jain Parishishtaparvan gant Hemachandra
Kashmiri version Kathasaritsagara gant Somadeva, Brihat-Katha-Manjari gant Ksemendra
Doare Vishakhadatta Mudrarakshasa, ur pezh-c'hoari e Sanskrit gant Vishakhadatta

Er peder doare e adkaver Canakya fuloret dre bezañ kunujennet gant ar roue Nanda. Adal an darvoud-se e dou e lakao da gouezhañ ar roue. Distroadet ez eo ar roue a-benn ar fin hag e-plas e vez lakaet Chandragupta evel roue nevez gant Chanakya.

Pezh-c'hoari a-vremañ Manoj Joshi o taolenniñ Chanakya.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]