Mont d’an endalc’had

Cangaceiro

Eus Wikipedia
Mergodennoù daou eus ar brudetañ caganceiros: Maria Bonita ha Lampião.
Sede pelec'h e oa ar c'h-Cangaço e Nordeste Brazil.

Cangaceiros a vez graet e portugaleg Brazil eus forbaned hag emsavidi e Brazil war-dro dibenn an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved, ha cangaço a vez lavaret eus o emsavadenn. E kornôg stad Pernambuco e vez lavaret sertão eus douaroù sec'h-kras ar c'h-caatinga a oa repu tud anvet cangaceiros e-pad tregont vloaz kentañ an XXvet kantved.

Ret eo klask gwrizioù ar c'h-cangaço e buhez reuzeudik an dud dizouar e Nordeste Brazil. Gwelet e veze bagadoù, pe tud o-unan, o skrapañ perc'henned pe oc'h arsailhañ o ziez, o laerezh stalioù bras. Na ti nag aoz n'o doa, bale a raent dre ar sertão, o tec'hel dirak ar boliserien pe an arme, o kuzhat hag o laerezh.

E penn ar bagad-se e oa Virgilino Ferreira, anavezetoc'h evel Lampião.