Mont d’an endalc’had

Oileán na Cathrach

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Caher Island)
Inizi kontelezh Maigh Eo

Oileán na Cathrach[1] pe Cathair na Naomh[2] (Caher Island e saozneg) zo un enezenn didud eus Iwerzhon, dirak aod kontelezh Maigh Eo. Emañ etre enez Cliara hag Inis Toirc.

Mard eo didud an enezennig bremañ, n’eo ket bet atav evel-se. Roudoù a gaver en enezenn eus ur manati savet gant menec’h kristen er VIvet kantved, gant ur chapel (Teampall Phádraig), ur feunteun ha daroù engravet... Kontañ a reer e oa bet sant Padrig o vevañ en enezenn ur pennad, ha gwelet a reer eno c’hoazh ur maen plat anvet "Leaba Phádraig" ("gwele Padrig"). Pirc'hirinded a ya di, ur wech ar bloaz, d’ar 15 a viz Eost, gant ur vag a loc’h eus Inis Toirc. A-hend-all ne vez war an enezenn nemet deñved kaset di da beuriñ eus Inis Toirc.

  1. Logainm, Bunachar Logainmneacha na hÉireann
  2. Cathair Na Mart, The Journal of the Westport Historical Society, Vol. 9. No.1. 1989, pennad Cathair na Naomh and its Cross-slabs, gant Michael Heraty