Mont d’an endalc’had

Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù

Eus Wikipedia
(Adkaset eus CIPM)

Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CIPM evit an anv ofisiel Comité international des poids et mesures) a zo unan eus an tri aozadur savet evit delc'her ar sistem unanennoù etrebroadel (SI) evel ma oa bet termenet gant Kenemglev ar metr. C'hoarvezout a ra eus triwec'h den a zeu eus Stadoù ezel eus Kenemglev ar metr. He c'harg pennañ eo diogeliñ peurunvanidigezh an unanennoù muzuliañ, ha seveniñ a ra ar garg-se gant he labour dezhi hec'h-unan pe gant he c'hinnigoù a ro da lenn da Gendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù.

En em vodañ a ra ar CIPM bep bloaz e Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (BIPM, Bureau international des poids et mesures), ha breutaat a ra an dezrevelloù kinniget dezhi gant he C'huzuliadegoù Aliañ. Embann a ra un dezrevell bloaziek diwar-benn stad melestradurel ha arc'hantel ar BIPM evit gouarnamantoù ar Stadoù ezel eus Kenemglev ar metr.

Nevez 'zo he deus lakaet ar CIPM ar pouez war savidigezh ar Mutual Recognition Arrangement (MRA : Renkamant Anavezout Kenetre), anezhañ ur framm evit ma c'hello ar Stadoù ezel eus Kenemglev ar Metr degemer kenetrezo ar muzulioù kaset da benn en o labourvaoù broadel ketep.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn MRA ar CIPM :