Buzhug
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Annelida | ||
Kevrennad : | Clitellata | ||
Urzhad : | Haplotaxida | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar buzhug (unanderenn : buzhugenn) a zo loened bihan a gaver e-leizh e-barzh an douar. Loenedigoù divellkeinek int eus ar skourrad Annelida hag an isurzhiad Lumbricina.
Bez' ez eus 5 500 spesad o vevañ war ar voul-douar a-bezh eus an takadoù polel betek an dezerzhioù sec'h.
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chom da vuzhugenniñ : chom da ruzañ, da straniñ, da yariñ.
- Paourkaezh buzhugennig : 'peus ket a chañs.
- Pa fring buzhug war-lerc'h arat, 'teu ar gouelan d'ober kofad (Plabenneg) : N'eo ket dav klask pell an abeg, aes eo da gavout.