Mont d’an endalc’had

Buhez Santez Barba

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Buhez Sante Barba)

Buhez Santez Barba zo ur mister krennvrezhonek diwar-benn buhez ha merzherenti Santez Barba, merc'h ar roue Dioscurus a Nikomedia. Moullet e oa bet evit ar wezh kentañ e 1557 hag un eil gwezh e 1608.

Barba, deuet da vout kristen, zo gwardet gant he zad pagan en un tour didro, gant aon e raje anaoudegezh gant ar bed bras. Barba a gendrec'h saverien an tour da lakaat tri frenestr e-lec'h daou. He zad a gompren emañ an tri frenestr evit an Drinded hag he deus nac'het doueed kozh hec'h hendadoù. Klask a ra lazhañ anezhi met savetaet eo gant Doue ha kaset d'ar menezioù e-lec'h m'en em gav gant Gwegen ha Riwalen. Riwalen, a seblante bezañ drouk, a guzh anezhi diouzh he zad, met Gwegen a drubard anezhi a-raok bezañ troet en ur roc'h. Jahinet eo Barba a-raok bezañ dibennet gant he zad.