Bartolomé de las Casas
Bartolomé de las Casas, ganet 1484 e Sevilla ha marvet d'an 17 a viz Gouere 1566 e Madrid, a oa ur beleg dominikan, misioner, skrivagner hag istorour spagnol, eskob Chiapas, brudet dre m'en devoa diskleriet doareoù an drevadennerien spagnol ha difennet gwirioù an Amerindianed.
Kemeret en doa perzh e breutateg Valladolid e skolaj San Gregorio gant un toullad teologourien, tud a lezenn ha merourien evit respont da c'houlenn an impalaer Charlez V a-zivout an doare da drevadenniñ Amerika ar Su o vezañ ar reishañ posupl gant a dud a veve eno. Div abadenn a zo bet a badas ur mizveh pep hini, unan e 1550 hag eben e 1551. Kalz eskemmoù dre skrid a zo bet ivez. An daou berzhiad pouezusañ a zo bet Bartolomé de Las Casas hag an teologour Juan Ginés de Sepúlveda.