Baldoen Iañ a Velgia
Neuz
Baldoen Iañ (Boudewijn e nederlandeg, Baudoin e galleg), Albert, Charles, Léopold, Axel, Marie, Gustave a zo ganet e kastell Stuyvenberg d'ar 7 a viz Gwenholon 1930 ha marvet d'an 31 a viz Gouere 1993 e Motril (Spagn).
Mab da Leopold III e oa. Pempvet Roue Belgiz e voe adalek ar 17 a viz Gouere 1951 betek e varv d'an 31 a viz Gouere 1993. War-lerc'h e varv e teuas e vreur Albert war an tron.