Aymeri
Neuz
(Adkaset eus Aymeric)
Aymeri, pe Aymeric, Aimeric , zo un anv-badez gallek.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet e vije eus un anv germanek kar da Americo, Amerigo, Aymery.
Dont a ra eus an anv germanek Haimirich pe Haimerich, savet diwar haimi (ti, bro) ha rich (galloudek), a c'haller kompren evel "galloudus en e vro" pe, en un doare all met tost a-walc'h, evel "roue ar vro". Diwar an anv-se eo e teuas Heinrich, ha neuze Henry, Henri, ha Herri hag an holl stummoù kar.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Americo en italianeg, hag a droio da Arrigo hag Enrico.
- Américo, Emerico, e spagnoleg, hag Emerica
- Aimericus, Americus, Amerigus, e latin
- Emrich, Emmerich, en alamaneg.
- Imre, en hungareg
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aymeri de Narbonne, anv meur a zen
- Aimeric de Beauvezer, troubadour eus an XIIIvet kantved.
- Emery d'Amboise
- Aimery de Montréal : dic'houzouget e Lavaur gant Simon IV e-kerzh ar Groazadeg ouzh an Albiziz (1211).