Mont d’an endalc’had

Aval-stoub

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Cydonia oblonga

Frouezh an avalenn-stoub eo an avaloù-stoub, dezho stumm per tev, hag a bep seurt liv ha ment. Frouezh da boazhañ eo an avaloù-stoub. Gounezet e vezont e kornbroioù goudomm. Eus ar spesad Cydonia oblonga eo an holl c'houennoù.

Diwar ar ger aval ha stoub eo bet stummet an anv aval-stoub .

Lod eus an avaloù-stoub o ur stumm avaloù ganto, lod all kentoc'h ur stumm per. Pa vez yaouank ar frouezh e vez blevek (kotonek) o gorre: eus ar mare-se e teu an anv stoub .

An anv spesad Cydonia oblonga a zeu eus ar ger gresianek μῆλα κυδώνια Mela Kudonia a dalv "aval Kudonia"" (ul lec'h e Kretia e kaver enañ ur c'houenn brudet).