Er pep brasañ eus ar c'heodedoù gresian, evel Aten, an archonted (en henc'hresianeg ἄρχοντες, árkhontes[1]) a oa ar vagistrated uhelañ, dezhe kargoù politikel ha kargoù-barn a-bouez.
Pa baouezas Aten da vezañ renet gant rouaned (Goude marv Kodros en XIe antved kent J.-K.), e tremenjod eus un arc'hontiezh diarsav, na oa ket gwall zisheñvel diouzh ar vonarkiezh kent (Betek 753 kent J.-K.)[2], d'ur gouarnamant gant tri arc'hont dilennet e-touez ar vrientinelezh, da gentañ evit dek vloaz (arc'hontiezh dekvloaziek, betek 683 kent J.-K.), ha da-c'houde evit ur bloavez hepken. Goude 487 kent J.-K. e voe tennet ar magistradurioù d'ar sord (stoc'hokratiezh) e-touez izili an div rummad kensus uhelañ .
An tri arc'hont a oa :
An arc'hont eponimos (ἄρχων ἐπώνυμος, árkhôn epốnumos, pe ὁ ἄρχων, ho árkhôn, littéralement « an arc'hont », hep muioc'h a resisadurioù), a roe e anv d'ar bloavezh ha, betek 487, a chomas atav rener ofisiel ar geoded. Edo ar melestradur sivil hag ar barnerezh foran en e garg. Kulator an intañvezed hag ar vinored e oa hag evezhiañ a rae ar breudoù en tiegezhioù.
An arc'hont-roue (Henc'hresianeg ἄρχων βασιλεὺς, árkhôn basileùs), a gemeras kargoù relijiel ar rouanez kozh. E karg e oa eus al lidoù relijiel kozh ha bleinañ a rae an Areopagos. En e emell e oa an aferioù muntroù hag an torfedoù dizeoliezh. Teurel a rae an arc'hont-roue berzioù relijiel. Ret e oa dezhañ bezañ dimezet.
An arc'hont polemarc'h (Henc'hresianeg ἄρχων πολέμαρχος, árkhôn polémarkhos) a oa rener an arme da gentañ met koll a reas ar galloud-se a voe roet d'ar strategourien goude 487 kent J.-K., pa voe tennet an arc'hontiezh d'ar sord. Kemer a reas neuze lod eus ar c'hargoù relijiel (Evel al lidoù en enor d'ar soudarded) hag eus ar c'hargoù-barn e-keñver ar re na oant ket keodediz eus Aten (Evezhiañ a rae an holl breudoù liammet gant ar meteged).
Er VIIvet kantved, c'hwec'h thesmothètes (Henc'hresianeg θεσμοθέται, thesmothétai) a voe anvet ingal evel arc'honted ouzhpenn ; kargoù-barn o devoa dreist-holl, ha bleinañ a raent evel arc'honted a bep seurt prosezioù a denne d'an danvez, d'an arc'hant ha d'ar c'henwerzh dreist-holl.
Adalek 457 kent J.-K. e teuas an arc'honted kozh da vezañ izili eus an Aréopage betek diwezh o buhez.
↑diwar ἄρχω, árkhô, « gourc'hemenn, bezañ e penn »
↑Guy Rachet ː Da gentañ ne oa ket nemet un arc'hont, hêrezhel, er familh Cofrides. Da vare Clisthenos, fin ar IVvet kantved, (e 490 hervez A. Blanc) e oa savet ur c'huzul a nav arc'hont.
↑André Blanc. Al listenn se a zo betsavet diwar lies hini, an hini diwezhañ savet gant Benjamin F. Meritt, The Athenian Year, Berkeley. Los Angeles. 1961