Mont d’an endalc’had

Ar merc'hed hag ar vugale da gentañ

Eus Wikipedia
Peñse ar Birkenhead, e 1852.

Ar merc'hed hag ar vugale da gentañ zo ur frazenn a oa ur reolenn emzalc'h e plegennoù ma oa ar vuhez en arvar ha ma oa ret saveteiñ Ar merc'hed hag ar vugale da gentañ, e peñseoù dreist-holl. Diouzh a ouzer e voe distaget ar gerioù se, e saozneg, “women and children first”, e-kerzh Peñse ar Birkenhead, e Suafrika, e 1852. Met kentañ roud skrivet anezho zo er romant A Story of True Love gant John Harrington e 1860.

Brudet eo bet gant peñse an Titanic e 1912.

E gwirionez n'eo ket ur reolenn, met ur boaz, ha ne vez ket lakaet da dalvezout gant kabitened an holl listri, evel da vare peñse al lestr Costa Concordia en Italia e Genver 2012.