Anv Sa-Rê
Neuz
An anv Sa-Rê, talvezout a ra « mab Rê », zo unan eus ar pemp anv a dalveze da ditl d'ar faraoned adalek C'hefren.
Savet eo diwar arouezlun an houad (e, mab) hag hini an doue heol (Rê), heuliet gant an anv ganedigezh skrivet en ur skoedenn, ha stagañ a ra evel-henn ar faraon da c'halloud kosmek an hollved.
Anvet e vez ivez nomen pe c'hoazh « anv ganedigezh ».
- Amenhotep III a oa « Imen-hetep héqa-Ouaset » (Amon zo seder, aotrou Teba),
- Toutânc'hamon « Tout-ânc'h-imen héqa-iounou-shemaou » (skeudenn vev Amon, aotrou su Heliopolis),
- Nec'htnebef Iañ « Nec'het-neb-ef » (trec'h eo e aotrou).
Ar pemp anv titl implijet adalek ar faraon C'hefren zo :
- An anv Horus,
- An anv Nebti,
- An anv Horus aour,
- An anv Nesout-biti,
- An anv Sa-Rê.