Sili
Neuz
(Adkaset eus Anguilla anguilla)
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Actinopterygii | ||
Urzhad : | Anguilliformes | ||
Kerentiad : | Anguillidae | ||
Genad : | Anguilla | ||
Anv skiantel | |||
Anguilla anguilla Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Sili (pe silioù) a zo pesked moan ha hir hag a vev en dour dous hag en dour mor. Anguilla anguilla eo anv skiantel ar silienn.
E-leizh e veze anezho gwechall e kement stêr zo en Europa met war-zigresk bras eo aet he foblañs. Mont a rafe da ouennañ da Vor ar Sargasoù e kornaoueg ar Meurvor Atlantel. Mervel a ra du-hont da-c'houde. Ar sili bihan a zistro da Europa e-lec'h ma kreskont a-raok mont da ouennañ d'o zro.
Loened all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sili a vez graet ivez eus loened all damheñvel:
- silioù-garzh, anv all an naered-bro.
- sili-mor
Lavaroù ha krennlavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- -Petra zo da lein? -Treid silioù ha divskouarn kelien.
- Hemañ zo eus gouenn ar sili A gav gwelloc'h evañ evit debriñ.