Mont d’an endalc’had

Ruzante

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Angelo Beolco)
  • Un den a c'hoariva hep e bar eus ma bro, nebeut anavet ... betek en Italia. Met hep douetañs ar meurañ skrivagner-c'hoariva a zo bet gwelet en Europa da vare an Azginivelezh a-raok donedigezh Shakespeare. Eus Ruzzante Beolco emaon o komz, ma brasañ mestr, war un dro gant Molière: entrambi attori-autori, entrambi sbeffeggiati dai sommi letterati del loro tempo. Disprizetdreist-holl dre ma tougent war al leurenn ar vuhez pemdez, dizesper laouen an dud vunut, pilpouzerezh ha spocchia an dud c'halloudek, an direizhded zo bet a viskoazh. Dario Fo, priz Nobel al lennegezh.

Angelo Beolco, lesanvet Ruzante pe Ruzzante, a oa ur skrivagner c'hoariva italianek eus ar XVIvet kantved, bet ganet (war-dro 1496) e Pernumia (pe e Padova) ha marvet (d'ar 17 a viz Meurzh 1542) e Padova, hag unan eus krouerien Commedia dell arte, rak c'hoari e oberennoù a rae ivez.

N'eo ket e yezh Firenze e skrivas avat, met en hini Venezia. En e bezhioù, komediennoù diwar-benn buhez an dud diwar ar maez, e vez ur c'houer anvet « Ruzzante ».

En 1997, pa voe roet Priz Nobel al Lennegezh da zDario Fo, e komzas ar skrivagner eus Ruzzante, ar « brasañ mestr gant Molière » emezañ, evel eus brasañ skrivagner ar c'hoariva en amzer an Azginivelezh. « Un den a c'hoariva ha n'eus ket par dezhañ em bro, nebeut anavezet... en Italia zoken. Ar brasañ skrivagner evit ar c'hoariva en Europa a-raok donedigezh Shakespeare »

Ganet e oa bet e Padova, mab bastard e oa d'ar medisin Giovan Francesco Beolco, kelenner e skol-veur medisinerezh Padova. Mignon e oa da Alvise Cornaro, perc'henn pinvidik ha lenneg, kar a bell, savet gantañ skridoù diwar-bouez al labour-douar hag an tisaverezh.

E Riviera Tito Livio 45, e Padova, ez eus ur c'hoariva dediet d'ar "Ruzante".


E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizemglev zo bet alies diwar-benn bloaziañ e oberennoù, dreist-holl etre an daou imbourc'her Ludovico Zorzi, ha Giovanni Calendoli.

Deiziad Opera Notenn
1517 - 1520 La Pastoral 1518.
1521 Prima orazione
1522 - 1524 Lettera giocosa
1524 - 1525 Bertia
1528 Seconda orazione
1529 Dialogo facetissimo
1529? Primo Dialogo de Ruzante
1529? Moscheta Tri skrid zo eus an oberenn, unan eus 1530-31, unan all eus 1531 .
1530? Secondo Dialogo de Ruzante (pe Bilora)
1531-1532? Fiorina
1532? Piovana
1533? Vaccaria
1536 Lettera all'Alvarotto Kentoc'h 1537 more veneto
  • N'ouzer ket pegoulz e voe savet L'Anconitana avat. Hervez Zorzi e vije etre 1522 ha 1526, hervez Calendoli e vije war-lerc'h 1528.
  1. (it) E vuhez e Letteratura italiana
  2. (it) Skrid ar pezh La Moscheta, gant Angelo Beolco, lesanvet Ruzzante
  3. (it) Skrid La Bétia, gant Angelo Beolco, lesanvet Ruzzante