Amami-Ōshima
Neuz
Amami-Ōshima (奄美大島 ) eo enez pennañ inizi Amami en enezeg Nansei. Gorread an enezenn a zo 712,35 km2. E hanternoz ar strollad inizi emañ hag e prefeti Kagoshima e rannvro Kyūshū. Komzet e vez eno amamieg an Norzh hag amamieg ar Su, a zo e-touez ar yezhoù ryoukyouek. Ul lodenn eus rouantelezh Ryūkyū e oa betek 1624.